Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/213

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
205
emgann kergidu

glac’haruz oa an traou-ze da glevet. Kouezet etre daouarn tud ker kriz, oa anat d’eomp ne zalechent ket da gas Paol Inisan d’ar maro. — Aoutrou Doue, digorit ho Paradoz d’ar re vad ha digorit ho daoulagad d’ar re fall !

Dioc’h an abardavez, e teuaz an Aoutrou Cren euz a Lescoat da Vaner-al-Liorzou dre Gastel-Fur, Traonjulien ha Landigiac’h. Eat avoalac’h e viche da Lesvaeok, da di Renan Eukat, rag eno ive e veze roet digemmer mad ha golo d’ar veleien, mez izomm dont varzu Maille en doa. Mari Mark, grek Kervinot, a ioa klan, toc’hor zoken oa, hag e ranke mont d’he c’hofez. Eur vadiziant en doa ive da ober da Herve Goaok, a Boull-ar-Foennok, hag ouc’hpenn, an ofern a dlie da lavaret enn nosvez-se en eun toull mengleuz, e kreiz koad Maille.

Digemeret mad e oue gand Herve Soutre, a grede, ha mad a rea, tenna bennoz Doue var he di en eur zigeri he zor d’ar veleien.

Deuet oa an noz, debret oa koan, edot e kreiz ar pedennou diouc’h an noz pa zirollaz e Maner-al-Liorzou eur strollad soudarded dispac’herien. Kenta rejont oue eren stard ha staga ouc’h treid ar gueleou hag an armeliou kement hini a ioa enn ti. Goude-ze e tigaschont var an daol kement tra a gafchont da zibri ha da efa. Bep eil ez eant da zibri. Epad ma lounke lod, lod-all a zigore, a zivarc’he, pe a dorre, a daoliou bouc’hal, an armeliou evit klask enn-ho arc’hant pe draou-all talvouduz. Dre oll o doa klasket, ha kement tamm arc’hant o doa kavet a ioa eat gant-ho, betek Aoutrou Doue Katel Eukat, me lavar he c’hrucifi, evel em euz her lavaret d’eoc’h.

Pa oue leun ho c’hof hag ho godellou, e tivischont da c’houzout petra da ober euz a dud an ti. Pemp vraz ha daou vian a ioa : Herve, Katel, Ion an Deniel, Goulc’hen Abolier, an daou elig bian hag an Aoutrou Cren, ar pez a rea seiz den krouet gand Doue. Me gred ne gouient ket anaout an Aoutrou Cren, rag anez o diviche her c’haset gant-ho. Ne espernent belek ebed, ha fouge a veze enn-ho pa c’hellent kaout eur belek bennag da verzerria. Lavaret a reant oa evit rei skouer vad ha kentel d’ar bobl eo e reant an dra-ze. Na pebez skouer, o va Doue !... Me gred e rea vad d’ho c’haloun griz guelet ar goad o ruilla dre-oll.

Edont ive-ta o tiviz, ha ne gouient ket petra da ober pa deuaz unan anezho euz ar meaz enn ti en eur lavaret oa eur