Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/212

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
204
emgann kergidu

a reaz e dourn Ian, hag, en eur vouela, e lavaraz d’ezhan :

— Bennoz Doue d’eoc’h, Ian ar Mest, da veza deuet da velet eun intanvez rannet he c’haloun ; ho mignoun Paol a zo eat d’ar maro.

— N’en em jalit ket re, Anna Roue : an traou ne droint ket marteze ker fall ha ma sonj d’eoc’h. N’euz forz penaoz ez ai an traou, gouzout a rit hoc’h euz eur mignoun kalounek e Lescoat. Na ankounac’hait ket d’am gervel, an disterra izom o pezo.

— Bennoz Doue d’eoc’h, Ian ar Mest.

Ian ne zaleaz ket pell : n’oa evit ober vad ebed, hag eur rann-galoun oa beza enn dervez-se e Lanzeon. N’oa nemed vouel ha kaon. Hini euz ar mitizien ne rea netra : mantret oant oll ha ne reant nemet sellet an eil ouc’h egile eb gouzout na petra da lavaret na petra da ober. Araok mont kuit e lavaraz c’hoaz da Anna Roue en doa gellet an Aoutrou Cren en em gaout dizrouk e Lescoat, mez ne gouie ket petra oa deuet da veza an Aoutrou Goachet ; kredi a rea e tlie beza kuzet e menez ar Bod-Onn e mesk al lann.

Ian ar Mest a deuaz d’ar gear euz a Lanzeon dre vourk Lochrist-ann-Izelvet, da c’houzout hag eur c’helou bennag a glefche dre eno. Klevet a reaz, guelet a reaz zoken ar pez o doa great, en eur vont abiou, paotred ar Republik, rak n’o doa ket daleet. Diskaret o doa an Aoutrou Christ binniget hag ar zent, diframmet o doa an aoter. Ar c’habiten a ioa eat zoken gand he varc’h er chapel hag en doa her lakeat da efa an dour binniget a ioa er pinsin koz. Ar guel a gement-se a lakeaz kement a zrouk e Lochristiz, ma kemerchont bep a bennad baz da skei var ar zoudarded en eur grial :

— Soudarded dizakret, hon tud koz-ni a zoube ho biziad er pinsin-ze evit kemeret dour binniget, ha c’houi a laka ho kezek da efa enn-han ? Gortozit, bremaik ni hen talvezo d’eoc’h.

Ar zoudarded, evel emaoun o paouez lavaret d’eoc’h, ne garient ket enebi ouc’h ar re en em zave out-ho. Abalamour da-ze ec’h en em zastummchont buan, hag ec’h en em lakechont enn hent da vont varzu Lesneven. Evelato, araok mont kuit, evit heskina Lochristiz hag ober aoun d’ezho, e leverchont e viche great eur marchosi euz ho japel, ha savet speurinier enn-hi evit lakaat ho c’hezek pa deuchent enn dro, rak dont a dlient var ho c’hiz, emezho. Keleier