Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/197

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
189
emgann kergidu

a beleac’h e teu ar vouez doaniuz ! — Trei a riz var va c’hof da zellet e ginou ar punz, ha goude beza lakeat va dourn var va skouarn evit selaou guelloc’h, e kleviz ar c’homzou-man :

— Piou bennag e veac’h, e teuit a berz Doue. Deuit da rei sikour d’an nep en deuz poan hag a varvo aman anez.

— N’o pet ket aoun, eme-ve, n’o pet ket aoun ! Me, ne ket eun dispac’her oun. Gortozit eun tammik bian ; bremaik me a deuio enn dro.

Epad m’edon o vont kuit, e kleven adarre ar vouez o lavaret pedennou ar re varo :

De profundis clamavi ad te, Domine ; Domine, exaudi vocem meam.

Me a ieaz da gerc’hat eur skeul am boa guelet a-ispill dindan toen an ti, epad ma skoen var brenestr starn-an-daol. Mont a rean d’ar red ; mall am boa da denna er meaz euz ar punz ar c’hristen mad a ioa ebarz. Ne deuaz ket zoken em penn laosker va malloz var an dispac’herien ; eur sonj-all a ioa em spered. Ar c’hristen paour a ioa er punz a roche marteze dign kelou euz a Herve Soutre hag a Gatel Eukat. Kement-se a lakea ac’hanoun da hasta afo. Evelse ne ouen ket pell evit dispega ar skeul dioc’h an ti ha dont gant-hi enn dro. Lezer a riz anezhi da rikla goustadik er punz : mez pa gouezaz er fons oa red d’ezhi da nebeuta tri zroatad evit tizout an neac’h. Ha me diez va fenn o velet n’oa ket hir avoalac’h va skeul. Mez guelet a reot bremaik eo mad an droug-eur da eun dra-bennag.

— Ac’hanta, ac’hanta, eme-ve e ginou ar punz ; savit er meaz, va den mad.

— Re zinerz oun : red eo d’eoc’h diskenn da zevel ac’hanounn er skeul.

— Ha ! daoust ha forbuet omp hon daou ? Gortozit evelato, me a ia da ziskenn d’ho kaout.

Edon o vont er punz heb va fuzil ; mez eun dra a deuaz em penn hag he c’hasiz ganen. — Guelet a reot em boa great mad. — He staga a riz enn dro d’am skoaz kleiz. Goude-ze e lakiz va daou-zourn unan a bep-tu d’ar bardell, hag e klaskiz toullou e diabarz ar punz evit lakaat va zreid. Neuze, enn eur ziskenn beb eil, an eil troad varlerc’h egile, hag enn eur zerc’hel mad gand va daouarn, e c’helliz tizout beg va skeul.

Ha me d’an traon.