Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/196

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
188
emgann kergidu

Kerkent ha m’ouen savet var bardell ar punz, e kleviz splamm ar vouez klemmuz, kaout a rea dign e komze ouzign. Me ne finven ken... Klevet a rean breman sklear ar pez a lavare : Pedennou an Anaoun e oa...

De profundis clamavi ad te, Domine ; Domine, exaudi vocem meam.

Selaou a rean ; ia, selaou a rean, mez evel eun den er meaz anezhan he-unan... Enkrezet ha laouen oan bep eil.

Fiant aures tuae intendentes in vocem deprecationis meae.

Betek enn-oun e teue sklear klemmou ar vouez truezuz-se, mez ne gouien ket he anaout. N’oa nag hini Herve Soutre, nag hini Katel Eukat ! Mouez piou oa-ta ? - Chom a riz eur pennad evel spountet, n’oan evit lavaret ger nag evit ober netra... Ar vouez a gendalc’he he feden :

Et ipse redimet Israel ex omnibus iniquitatibus ejus.

Requiem aeternam dona eis, Domine,

Et lux perpetua luceat eis,

Requiescant in pace !

Amen, eme-ve, divar gorre ar bardell, kalouneka ha devota ma c’hellen.

Me gred, va mouez-me a lakeaz ar vouez-all da devel ; da viana, rei a reaz peoc’h enn eun taol-kount. Klevet a riz hepken eun tamm trouz, evel unan-bennag oc’h ober eur paz pe zaou. Ha me, kaer am boa sellet piz ha lugerni va daou lagad a bep tu, ne velen ket zoken skeud eun den beo.

Hag aoun am boa ? Ne gredan ket, mez evelato n’em boa ket a c’hoant c’hoarzin, ha ne ket souez, ha ne ket-ta ? Piou a ioa dre eno ? Pedennou brao a lavare, mez ha n’oa ket dre drubarderez e pede Doue ? Beteg gouzout e kaven guelloc’h lakat va fuzil enn he bant, abalamour dign da c’hellout en em zifenn ma viche red.

Ha me adarre da zellet enn dro dign.

Netra ! netra !

Edon atao var bardell ar punz, souezet, mantret, nec’het, pa gleviz ar vouez o c’houlen :

— Ha daou zen beo omp-ni c’hoaz var an douar etouez kement-all a dud varo ?

— Ia, daou omp da nebeuta.

— Neuze eta an Aoutrou Doue en deuz bet truez ouc’h he servicher ?

Enn dro-man arvar ebed ken ; gouzout a ran breman euz