Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/195

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
187
emgann kergidu

fillorez, hag ive gand Ion an Deniel ha Goulc’hen Abolier, hag e c’houlennen ouzign va-unan :

— Daoust petra int deuet da veza ? Daoulinet oan etouez al ludu, glac’haret va c’haloun, va daoulagad leun a zaelou ; sioul oa an noz : klevet o piche hoc’h eal-mad o c’hournijal enn ho kichenn...

Enn eun taol, epad ma peden Doue evit-ho oll, ar vouez klemmuz ha truezuz am boa klevet c’hoaz a gave dign a ioa trouz ezenn an avel o vont dre ar guez dero, a deuaz adarre evel d’am divoredi. Selaou a riz guelloc’h eget a ziagent.

— Petra eo an trouz-ze a glevan ? An avel eo ?

Nann, eur vouez oa, ha mouez eun den zoken ; anat eo dign breman. Doue, mad ha trugarezuz, en doa selaouet va feden.

Enn eun taol edon em za ; hag evel ne ehane ket ar vouez, ez ean goustadig varzu enn-hi, en eur zelaou, ouc’h he heulia, ouc’h he c’hlask enn eur blega va skouarn a-rez an douar, rak kaout a rea dign e teue ar vouez euz a izel. Klevet a rean va c’haloun o lammet em c’hreiz hag o skei taoliou var gorn va fenn. Bale a rean goustata ma c’hellen, evit miret na glefche den ac’hanoun. A-benn eur pennadig e chomiz hep mont larkoc’h, harp ouc’h eur punz koz dizeac’h a ioa eno. — Berr-alan oan deuet da veza, evel p’am biche great teir leo dioc’htu d’an daou-lamm.

Ar vouez a glemme atao, ha neuze oan ken tost d’ezhi, ma c’hellen zoken dem-anaout ar pez a lavare. N’oa na gallek na brezounek ; evelato ne gouien ket mad avoalac’h c’hoaz petra a lavare. N’em boa biskoaz klevet eun hevelep mouez : n’oa na pell na tost ; lavaret e viche e teue euz ar bed-all, evel eun ene e poan o c’houlenn pedennou. Kaer am boa sellet enn dro dign var an douar, dreist va fenn etouez skourrou ar guez dero, a gleiz hag a zeou, ne oan evit guelet netra ; hag evelato e kleven ar vouez. Kaer em boa digeri va diouskouarn, n’oan ket evit gouzout euz a beleac’h e teue ar vouez-se. — Red eo d’eoc’h beza bet hoc’h-unan, e kreiz an noz, dirag eur bern ludu tan-goall lakeat gand tud fallakr ha dizakret, evit gellout santout ar pez a iea neuze dre va spered-me.

Va daoulagad a drelle, va divesker a horjelle, edon o vont da zempla... Mont a riz d’en em harpa ouc’h ar punz koz, sevel a riz zoken var ar bardell, rak n’oan ket evit chom em za.