Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/187

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
179
emgann kergidu

anaout, me gred, evit-han da veza ki, oan eur c’hristen mad, dishenvel dioc’h ar zoudarded, rak dont a reaz d’am c’haout hag harpa a reaz he fri ouc’h va stomok. Me a flouraz he gein d’ezhan heb lavaret ger, gand aoun da veza klevet, ha Polidor en em lakeaz da lipat va diou-voc’h ha va daouarn gand he deod karantezuz.

O velet ar c’hi o chom a za, ar zoudarded a grie :

— Kis, kis, Polidor ! Pill, pill-ta !

Polidor ne rea van ouc’h ho c’hlevet ; lipat a rea atao va daouarn ha va diou-voc’h dign. A-benn eur pennad ez eaz kuit heb ober eun harzadenn, evel p’an diviche goezet oa red rei peoc’h. Ki kalounek, kea ! Miret ec’h euz va buez dign koulskoude en eur devel edon etouez ar raoz. Abalamour da-ze em euz kement a joa ouc’h ar chaz. Polidor ken nebeut ne garie tamm ar sitoyaned ; c’houez fall, a gaf dign, a zante gant-ho. Antronoz e kouezas klan, marteze abalamour m’oa eat he vestr d’ar prizoun oa ; taga a reaz pevar zoudard. Krouget e oue ar paour keaz Polidor ; mes evelato ar pevar enn doa taget n’int ket distroet da ober brezel d’ar Vretouned. — Eur prizounier paket e Rosko, er zizun varlerc’h, en deuz lavaret an traou-man d’eomp-ni goude-ze.

Polidor a ioa eat kuit, mez me a jome atao enn dour : ha kredi a c’hellit n’oa ket tomm dign, rak e miz meurs e vez c’hoaz ien an amzer. Ar zoudard a ioa bet o kerc’hat Polidor a bec’he goasoc’h eget biskoaz, abalamour n’en doa kavet netra, hag ar re-all a c’hoarze d’ezhan a greiz kaloun.

A-benn eur pennad ez echont kuit, adarre dre vali maner Keraouell. Me ne greden ket tec’het c’hoaz : aoun am boa na viche chomet da guzet ar pennok a ioa bet o kerc’hat Polidor. Pegeit e chomiz er c’hiz-se c’hoaz etouez ar raoz ? Ne oufenn ket her lavaret. Kenta tiz em boue, eo guelet an tan, dre greiz ar guez, var dro Kerc’hoenner enn tu-bennag. Tan braz e ranke beza, rak dont a rea ar sklerder betek ar foenneier a zo a-hed kanol Keraouell. Kri ha iouc’herez a gleven ive, evel pa viche kollet ho fenn gand ar re o doa lakeat an tan. Chom a riz mantret heb gouzout petra da ober. A-benn eun nebeudik e kleviz anezho o vont kuit, mez da beleac’h ez eant? N’oan ket evit her gouzout. Pa ne gleviz netra ebed ken, e saviz euz a-douez ar raoz, gleb-dour-teil, hag, hep gouzout kals, me gred, petra rean, ez iz da velet e peleac’h oa bet an tan.