Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/184

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
176
emgann kergidu

vont dreist ar c’hleuziou. Evelato, a fors da boania ec’h en em gaviz dirak pount Keraouell. Chom a riz a za da zelaou ha ne glefchenn netra. Ne zaleiz ket da glevet kan ha iouc’herez a bell ; me gred e tlie beza var dro maner Ker-Ian, enn tu-bennag ; evelato, ne gouien ket mad avoualc’h e peleac’h oa. Gouzout a rean da viana oa soudarded Canclaux o c’haloupat ar vro. Zoken e kave dign em boa klevet tud o kaozeal goustat var dro maner Keraouell ; mez ne gouien ket piou a ioa o kaozeal, pe tud ar vro pe re-all. Chom a riz eur pennad da sonjal ; kaer am boa sonjal, ne gouien ket muioc’h petra oa ar guella dign da ober. Atao e kleven krial ha iouc’hal var zu Ker-Ian ; ne ket an dra-ze a rea aoun dign ; mez kaout a rea dign e kleven ive atao kaozeal goustadik enn dro dign, enn tu-bennag, heb ma gouien e peleac’h. Petra oa ar guella dign da ober ? N’oan ket evit chom eno, azioc’h pount Keraouell, evel eur mean enn eur c’hleuz ; red oa dign mont araok pe dont adren, unan a zaou. Eul lastez mez a grogaz ennoun : sevel a riz e mesk al lann var ar c’hleuz, hag achano e selliz piz, diouc’h an daou du, var an hent braz a ia euz a Blouescat da Landivicho. Ne velen den ebed varnezhan : mad oa an traou, a gave dign : n’em boa nemed diskenn ha mont d’ar ganol da goalc’hi va morzed. Araok diskenn e kuziz mad va fuzil, va boledou ha va foultr e mesk al lann, rak aoun am boa d’ho glepia.

E kenver pount Keraouell euz eun tamm douar diskloz, leun a raoz hag a vrouan ; an dour-beuz, o vont dre greiz, en deuz great eno goueriou bian. C’hoant am boa da vont etouez ar raoz-se, enn unan euz ar goueriou bian, pella ma c’helchenn dioc’h an hent braz. Eno e kave dign e viche eaz dign goalc’hi ha distanna va morzed, hag ive efa eur banne dour, rak sec’hed braz em boa. Kemeret a riz penn-her, ha mont a riz adreuz ar goueriou bian hag ar brouan hirra ma c’helchon e touez ar raoz. P’ouen azezet var ribl ar ganol, e tenniz va alan ; eat oa berr var-noun ; ma n’em boa ket bet a aoun, em boa bet enkrez da viana.

Kenta a riz oue efa eur banne dour. N’oa ket dour mad, mar kirit, rak dour kanol n’oa ken ; mez pa vez sec’hed, peb dour a zo mad. Goude-ze ec’h en em lakiz da goalc’hi va morzed. Nag a vad a rea dign ar banne dour-ze ! Distana a rea ar gouli nebeut-a-nebeut, hag a-benn eur pennad e stankaz ar goad, rak abaoue m’oan en em lakeat da vale,