Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/182

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
174
emgann kergidu

man d’ar c’higer, da Blouescat, evit gellout kaout eur guennek-bennag da brena bara.

— Gevier, gevier, eme adarre ar c’habiten, a bouez he benn, ha droug enn-han ! Hennez, ar c’hos-tamm koueriad-se, eo en deuz va bornet-me, e Kergidu, gand eun taol forc’h.

— Me n’hoc’h anavezan ket, eme Ian. Ha ne lavare ket a c’hevier evit lavaret an dra-ze, rak meur a daol forc’h enn doa roet.

— Mad, me da anavez, liou ar groug, ha bremaik me en diskouezo did.

— Soudarded, krogit enn-han, liammit he zaouarn d’ezhan adren he gein, hag e bourg Berven dirak an oll, ni her fuzilio.

— Fuzilia eun den ne ra droug ebed d’eoc’h, n’euz arm ebed gant-han ?

— Ma n’euz ket breman ez euz bet.

— Neuze oa d’eoc’h tenna varnez-han, ha ne ket breman.

— Eo, eo, breman eo d’eomp lakaat ac’hanod da baea va lagad di-me. Kea atao : te a c’heuz bornet ac’hanom-me ; bremaik te ne vezi ket born, dall put e vezi avad. Kargit mad ho fuzuliou, soudarded, abalamour d’eomp da rei he stal d’ar c’houeriad-man kerkent ha m’en em gavimp e Berven.

E guirionez, ne zalechont ket d’en em gaout e Berven, ha, dioc’htu m’oant en em gavet, heb rei amzer da Ian Prigent da lavaret eun tamm peden zoken, e oue staget ouc’h tour an iliz, ha, buannoc’h eget n’her lavaran d’eoc’h, e oue laosket varn-han daou-ugent tenn fuzil enn eun taol... Iouc’herez ha tennou ar re-ze eo oc’h euz klevet n’euz ket goall bell. — Me, eme Olier Conseil c’hoaz, me, o c’houzout mennoz Ian Prigent, a ioa eun den a benn hag a skiant, a zo deuet da lavaret d’eoc’h petra en doa c’hoant da ober. C’houi breman, Aoutrou de Kerbalanek, a raio ar pez a gerfod.

— Bennoz Doue d’eoc’h, Olier Conseil ; it d’ar gear, lavarit da baotred Guitevede beza var c’hed ac’hanomp. Ni a ia da vont enn dro da goat Kermenguy. Me a gaso fenoz tud enn dro da lavaret d’hor mignouned en em zestum ha beza e doare, enn derveziou kenta, da zont ganeomp da skei adarre var soudarded Canclaux.

Olier Conseil a ieaz d’he gear ha ni a zistroaz da goat Kermenguy. Pa ouemp en em gavet, an Aoutrou de Kerbalanek a roaz da bep hini ac’hanomp he gevridi. Me, evit va lod, a ioa gourc’hemennet dign mont da Lanzeon da lavaret