Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/180

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
172
emgann kergidu

boa c’hoant da vont dioc’h-tu varlerc’h an diou vandenn-ze, da lammet varnezho, an eil varlerc’h eben, ha d’ho douara ho diou, araok m’en diviche klevet den edomp var ho lerc’h. N’oa ket hennez mennoz an Aoutrou de Kerbalanek. An diou vandenn soudard-se, emez-han, goude beza en em rannet, a c’hell en em gaout adarre an eil gand eben, pa’z eo guir n’ouzomp ket da beleac’h ez eant. Ha petra omp-ni a enep kement-all a dud ? Hag ouc’hpenn, piou a c’hell lavaret n’euz ket deuet var ho lerc’h, euz a Gastel, eur vandenn-all ? Ar guella eo ive-ta chom sioul, ken na vezo klevet eur c’helou-all bennag sklearoc’h.

Paol Monot n’oa evit lavaret d’eomp nemed ar pez en doa klevet. Var dro eiz heur ez eaz kuit gand he zaou genderf, an dour enn he zaoulagad ; diez e kave, a lavare, mont d’ar gear ha lezer ac’hanomp-ni da loja er meaz evel loened gouez.

Var dro div heur e klefchemp iouc’herez, cholori ha jabadao var dro ar Vengleuz. Tregerni a rea ar vro gant-ho a dro-var-dro, adalek Milin-an-Tour betek Milin-Sioc’han, a-hed traonienn Keraouell. Hini ac’hanomp ne c’helle gouzout petra oa an trouz-se. Var dro teir heur-hanter, e klefchomp, var dro Berven, an tennou o vont enn dro, ken stank ha ker stard, ma kavaz d’eomp edor oc’h en em ganna. Lagad an Autrou de Kerbalanek a verve enn he benn, o lavaret d’eomp :

— Paotred, hor breudeur a zo e krok ouc’h ar republikaned ; ha chom a raimp-ni aman ?

— Nann, nann, eme ni a-unan, d’eomp araok !

— E doare eman hor fuziliou, d’eomp ive ’ta enn hent d’en em ganna gand hon tud, da vervel gant-ho, mar d’eo red.

Ha ni enn hent a-dreuz ar c’hoajou hag ar goaremmou. Edomp eat eur pennad mad dija, pa glefchomp houpadenn ar gaouenn. Chom a rejomp a za. Houpa a rejeur adarre teir gueach distag.

— N’euz droug ebed, eme an Aoutrou de Kerbalanek. Respountomp hag e klevimp petra a zo a nevez.

Ne jomchomp ket pell da c’hedal. Abarz nemeur ec’h en em gavaz enn hon touez Olier Conseil, euz a Sant-Nouga, hag a lavaraz d’eomp en doa great Canclaux, gand he zoudarded, bandennou a zaou-ugent pe hanter-kant den, hag a c’haloupe ar vro en eur laerez kement a gavent, hag en eur