Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/179

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
171
emgann kergidu

pe eur vadiziant da ober, rak an dud a gouie pell a ioa e vezent enn tiez-se ; eleac’h o chom ganeomp-ni, ne viche ket eaz ho c’haout pa viche izomm, rak eveldomp-ni, o diviche ranket marteze reded euz an eil goaremm enn eben, euz an eil koat enn egile, dioc’h ma viche kouezet beac’h varnomp ; hag evelse e viche diez gouzout da beleac’h mont d’ho c’hlask. N’o doa ket hon dilezet evit-se, pell ac’hano. Lavaret o doa d’eomp e klefchent, gand an dud, ma vichent enn ho ziez, peur e viche eun emgann-all, ha neuze e teuchent adarre a greiz ho c’haloun d’hor c’haout hag e chomchent ganeomp, keit ha ma viche tennou ha taoliou.

Goude hor pedennou, ec’h en em lakejomp da zibri pep a damm. Hor fest ne oue ket druz, va c’hredi a c’hellit ; n’hor boe da zibri nemed bara torz hag eun tammik bian a gik. Tud Trelaouenan o doa roet d’eomp kement a ioa enn ho zi, evit guir, mez n’edont ket o c’hortoz ac’hanomp-ni ; dre-ze n’ho doa poazet nemed evel m’oant boaz da ober evitho ho-unan. Ha petra oa an dra-ze evit eur vandenn dud iaouank eveldomp-ni, toullet frank ho gouzouk gand al labour o doa bet en deiz araok e Kergidu ha var hent Kastel ? N’euz forz, gand ar pez a ioa, e oue ranket ober, ha den n’en em glemmaz.

Hed an deiz e chomchomp da ehana, da bura hor fuziliou, da glenka mad hor poultr hag hor boledou, ha da zibria hon dillad kaillaret-oll e Kergidu.

Antronoz, mintin mad, Paol Monot, euz a vilin Kerveneur, hag he zaou genderf, Lell ha Lois, euz a Gerliviri, a deuaz da zigaz boued d’eomp ha da gounta d’eomp petra a ioa a nevez e kreiz hor c’hoat ; evel guechall an ermited enn dezert, ne glevemp hano a netra.

Paol a gountaz d’eomp oa tremenet dre Blouescat, enn dervez araoc, eur vandenn vraz a zoudarded, hag a rea trouz dre ma’z eant. Den ne grede ken breman herzel out-ho ; laerez kement a gavent, goall lakaat an dud a reant hed an hent. P’oant en em gavet var Bount-Christ, ec’h en em rannchont etre diou lodenn : unan anezho a ieaz varzu Goulc’han, Plouneour ha Kerlouan ; eben a gendalc’haz da vont var eeun gand an hent braz varzu Lesneven. Da beleac’h ez eant e guirionez ? Paol ne oue ket evit her lavaret d’eomp.

O klevet kement-se, e savaz ar goad d’hor penn. Oll hor