Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/170

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
162
emgann kergidu

zad, skrivet eo gand Canclaux, nebeut derveziou varlerc’h an emgann, d’ar re a ioa e penn ar c’houarnamant, e Paris, ha Canclaux ne dlie ket re veuli ar Vretouned.

« Kastel, e bro Leon, 25 Meurs 1793.

Dioc’h al lizer diveza am beuz skrivet d’ehoc’h, hoc’h euz guelet pegement a zoudarded a zo bet red dign digas ganen euz a Vrest evit gellout dont a-benn euz ar goueriaded, etre Brest ha Lesneven [1]. Ne c’helliz ket chomm pell da ehana e Lesneven, rak lavaret e oue dign ec’h en em zave a enep ar republik an dud a-bez var dro Kastel, ha zoken oa gantho eur pez kanol. Guir oa kement-se, mez n’oant evit ober netra gant ho c’hanol, rak ar c’harr hen douge a ioa torret he ael [2].

Ne varc’hataiz ket, dont a riz euz a Lesneven da Gastel, mez ne oue ket ep poan. Hed an hent em beuz ranket en em ganna a dennou fuzil hag a dennou kanol. Kals soudarded am beuz kollet, rak, hen anzao a rankan, tud ar vro-man en em gann gand kaloun ; ne dec’hont ket evit eun tenn na daou, deuet int var hor lerc’h betek e kear Gastel zoken. Ar pez a c’hlaze ac’hanomp ar muia, oa ho guelet o koueza varnomp pa zonjemp an nebeuta, o tenna peb a denn hag o vont da guzet ker buan ha ker mad ma ne c’hellemp ket gouzout da beleac’h ez eant. Ne d’eant ket d’ar gear, rak a-benn eun hanter-heur pe nebeutoc’h, e kouezent adarre varnomp, ha, kuzet evel er gueachou-all, adren eur c’hleuz pe e kreiz eur vojenn lann, e touarent ac’hanomp ep na c’hellemp ober drouk braz d’ezho. Unan-bennag hor beuz paket evelato, hag em beuz goulennet digantho piou a ioa enn ho fenn. Lavaret o deuz dign n’oa den o sturia anezho, pep hini a rea he benn he-unan. N’ho c’hredan ket, rak el leac’h m’oa red ha d’ar c’houls m’oa red, e kouezent varnomp ker brao, ma ne c’hellemp ket mont var ho lerc’h. Red eo ive ’ta ma ve mestr var an oll unan-bennag hag a oar kerkouls stok an armou evel

  1. Me gred Canclaux a gomz aman euz ar pez a ioa c’hoarvezet e Plabennec.
  2. Pa lavar Canclaux o doa koueriaded Kastel eur pez kanol, torret ael he garr, e lavar gevier. N’oa bet pez kanol ebet etre hon daouarn nemed re Ganclaux, deiz an tenna d’ar zort, evel a ouzoc’h.