Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/169

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
161
emgann kergidu

ez ea raktal var he lerc’h eur vandenn soudarded en eur leuskel mil malloz ha ne ententet ket. Ar c’homzou-man epken a glevet mad : Akre bone Kergidu. Anat oa o doa c’hoant da jarneal ha da zakreal divarbenn ar boned segovii, abalamour an darn-vuia ac’hanomp a ioa ar boned-se gantho e Kergidu ; hag ar re a ioa chommet beo euz a zoudarded Canclaux, n’o doa ket ankounac’heat penaoz oant bet kempennet ganeomp-ni, ha pegen tost oa bet d’ezho kaout-oll ar maro var an dachenn.

E touez ar bobl, oa ive chommet pell ar sonj euz ar galoun hor boa diskouezet e Kergidu hag euz an dismeganz o doa an oll evit soudarded Canclaux. Er bloaz 1830, pa oue kaset kuit ar roue guirion Charlez X gand Louis-Philip, ar roue goroer, en doa c’hoant da ober al lez d’an oll ha ne c’hellaz tremenn dioc’h den, hag a rankaz, er bloaz 1848, mont kuit d’he dro da vervel er meaz euz he vro. Er bloaz 1830 e oue savet eun arme a vourc’hisien er c’heariou, a goueriaded var ar meaz, hanvet Gard nasional. Va c’hredi a c’hellit, n‘euz ket bet biskoaz falloc’h soudarded, ha ne ket ep souez, rak an darn-vuia anezho n’oant bet biskoaz krok e fuzil ebed. Ar re a c’houie eun dra-bennag dioc’h stok an armou, a veze lakeat e penn ar C’hard nasional ; ia pa viche kavet, rak d’ar mareou-ze oa c’hoaz rouez e Breiz ar re ne zalc’hent ket mad da vanniel venn ar rouanez koz. Ne ouzoun ket a beleac’h oa deuet an hini a ioa lakeat e penn Sibirilliz ; ar pez a zo guir, eo, epad an ofern bred, deiz ar pardoun, hag epad ar gousperou, edo enn iliz, sounn en he za, he dok ganthan var he benn zoken epad ar gorreou hag ar venedicsion.

Ken divalo e kavaz an dud kement-se, ma klaskchont, evit diskarga ho c’haloun, eun hano da rei d’ezhan hag a viche an dismeganz ar vrasa. Mad, les-hanvet e oue Pierrik Canclaux. Ha ne velit-hu ket dre gement-se pegement a fae a rea an dud var Ganclaux ha pegement a stad ac’hanomp-ni. Hag e c’helfe goude-ze eur guir Breizad dont da ober goab euz ar re a zo en em gannet e Kergidu ?

Bugale an den-ze o deuz dalc’het he les-hano, hag abaoue, e Sibiril, e Cleder, e Plougouloum, ha zoken e Kastel, n’int hanvet nemed bugale Pierrik Canclaux.

Ma ne ket avoualac’h an traou-ze evit diskouez d’ehoc’h peger stard oa bet emgann Kergidu, setu aman eul lizer hag hen diskouezo d’ehoc’h. Ne ket skrivet gand eur Brei-