Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/137

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
129
emgann kergidu

An Aoutrou Lejeune a vele petra a ioa o vont da c’hoarvezout, hag a deuaz euz he di evit mont d’an iliz. An oll a ieaz var he lerc’h. Sevel a reaz er gador-zermoun hag e lavaraz d’he barrisioniz : « C’hoant a zo da lakaat ac’hanoun da doui senti ouc’h lezennou faoz ha diroll ; n’her grign bikenn, hag alia a ran ac’hanoc’h da ober eveld’oun. Ma ne douan ket e rankign, eme ar zoudardet, bale gantho d’ar prizoun, pe mont kuit hag ho tilezer. Mont kuit a rign, mez ho tilezer, biken, biken. Lezomp ar barrad goall-amzer-man da vont dreist hor penn ; abarz nebeut aman, me a vezo adarre distro en ho touez. Mar kirit choum sioul, ar zoudardet a ielo enn ho hent eb ober droug da zen. Me, euz va zu, a zalc’ho mad d’am ger, ho kuitaio herrio hag a glasko enn tu-bennag eun tamm kuz. Kenta ma c’hellign, me a zistroio adarre da Blougouloum, hag a vezo adarre ho persoun hag a jommo ganeoc’h ken na deuio Doue d’am gervel da vont d’he Varadoz. »

An oll a zentaz ouc’h an Aoutrou persoun. Ar pennou kenta euz ar barrez a en em glevaz gand an Tunk, hag ar zoudardet a ieaz kuit. An Aoutrou Lejeune, evit derc’hel mad d’he c’her, a ieaz ive epad eun dervez du guzet e koajou Kerouzere ; mez antronoz, e teuaz da guzet e ti tud euz a Blougouloum hag hen diouallaz mad, rak ne oue ket dizoloet. Goude an dispac’h, e tistroaz d’he iliz parrez a Blougouloum, n’en doa guelet nemed a bell pemp bloaz a ioa, ha d’he bresbital, el leac’h ma’z eo marvet, karet gand an oll.

Euz a Blougouloum, an Tunk a ieaz da vourk Sibiril ; n’euz ket ouc’hpenn eun hanter-heur vale etre an daou vourk. Araok m’oa en em gavet, tud vad a ioa bet o kemenn an Aoutrou Breton, persoun euz ar barrez. Heman ne reaz van ebed ; chomm a reaz dispount da c’hedal ar zoudardet. Ne ket evit ar veach kenta m’en doa krok gand ar republikaned. Meur a veach, enn he lizeriou hag enn he zermoniou, en doa ho diskuliet evel tud difeiz ha dizoue, tud hag o doa c’hoant da zisplanta ar relijion euz a galoun an oll. Meur a veach oa bet gourdrouzet gand ar re a ioa mistri e Kastel ; ha mar kirit lenn leor an Aoutrou Levot, e velfot eno ar pez a gountan d’ehoc’h aman, ha kals a draou-all c’hoaz hag a ziskouezo d’ehoc’h oa an Aoutrou Breton eun den a benn ha stard ennn he gredenn. Abalamour da ze e chommaz enn he bresbital, rok an tamm anezhan, da c’hedal ar zoudardet.