Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
128
emgann kergidu

guenneien. Petra a zo guirion euz an daou dra-za ? Marteze int guirion ho daou. Marteze ive an Tunk n’en doa guir ebed en aod-se. Ar pez a zo guirion da viana, eo e rankaz an Tunk mont kuit, hag ar mor a deuaz adarre dreist he ganoliou hag he gleuziou, kerkouls enn aod Goulc’hen hag enn aod ar C’hernik ; ha loened ar beorien a c’hellaz mont a nevez da beuri el leac’h m’oa bet perc’hennet gant an Tunk.

An Tunk ive ’ta a dlie beza diez he benn, ha setu perak ez eaz a du gand ar republikaned ; ha pa gavaz he grok, ne zaleaz ket da goueza var dud ha n’o doa great marteze drouk ebed d’ezhan. Kerkent ha mac’h en em gavaz beac’h var ar veleien, e lavaraz outhan he-unan :

— It atao, beleien ha paotred rok Plouescat, Guinevez ha Trelez, me hen talvezo d’ehoc’h.

Hag ez eaz, kasoni enn he galoun, sonjou kriz en he benn, d’en em ginnik d’an hini a gase, en hano ar republik, an traou en dro e kear Gastel, hag e lavaraz d’ezhan oa den da gregi e kement belek dizent a ioa etre Kastel ha Lesneven, a-hed an aod, ha d’ho c’has oll, er memez dervez, d’ar prizoun, gand ma viche roet d’ezhan tri-ugent soudard epken. Tud er c’his-se, kriz, digaloun ha n’o doa netra da goll, eo a glaske ar republik, ha setu perak e oue an Tunk digemeret mad, ha setu m’oe roet d’ezhan dioc’htu tri-ugent soudard da joaz e touez ar zoudardet a ioa neuze e Kastel.

Choaz an Tunk ne oue ket pell evit beza great ; ne ket ar c’halounou tenerra a ieaz ganthan, hag antronoz, mintin mad, araok m’oa deiz, edo o vont euz a Gastel.

Kenta parrez a gaver var an hent eo Plougouloum. Eno oa persoun an Aoutrou Lejeune, ginidik a Lannilis, den skiantek meurbed ha karet dreist ar barr gand he barrisioniz. P’en em gavaz ar zoudardet, an Aoutrou Lejeune n’oa ket c’hoaz diskennet euz he gampr. Kaout a rea d’ezho n’o doa nemed kregi ennhan hag her c’has gantho, evel ma kas ar c’higer an danvad d’ar gigerez. Ne anavezent ket Plougouloumiz. An trouz o doa great a lakeaz an oll var zao er bourk hag a dro-var-dro. N’oa ket eun hanter-heur abaoue m’edo ar zoudardet e Plougouloum, ha dija ouc’hpenn mil den, etre goazed ha merc’hed, a zo enn dro d’an iliz ha d’ar presbital ; oll int deuet evit miret na daio ho fersoun gant ar zoudardet ; rok int, hag abarz nebeut, ma ne zioualleur, an taoliou baz hag an tennou fuzil marteze, a ia da vont enn dro.