Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/135

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
127
emgann kergidu

en eur zont var an douar ; salo e ve guir ? Ar pez a zo guir avad, eo tri dervez goude, ar zoudardet a ieaz ive enn ho hent, na den goude-ze ne deuaz da ober nec’h da baotred Plougerne.


————
DAOUZEKVET PENNAD


————
Plougouloum, — Sibiril, — Kleder, — Plouescat
Guinevez, — Trelez


Etre Kastel ha Lesneven ne deaz ket an traou evel e Plougerne. Dre eno e voat kouezet a daol var ar veleien, ep m’en doa den klevet hano a netra. Setu ama penaoz e c’hoarvezaz an dra-ze :

Lavaret am euz d’ehoc’h dija, ha n’em c’hretfoc’h ket muioc’h breman eget a ziagent, oa an divroidi eo ar re a rea ar muia drouk hag an traou goasa enn hor bro. Ar pez a c’hoarvezaz etre Lesneven ha Kastel enn diskouezo d’ehoc’h c’hoaz koulskoude eur veach-all.

Eun den hanvet Tunk, euz n’ounn dare pe vro, a ioa deuet abaoue eun daou pe dri bloaz bennag da lavaret d’an Arvoriz enn doa prenet an aod a zo dirag Guinevez, Trelez ha Goulc’hen, hag a ia euz a Blouescat da Blouneour-Dreaz. Evit diskuez oa perc’henn d’ar gompezenn-ze, ec’h en em lakeaz da ober dre an treaz kleuziou evit merka ar pez a ioa d’ezhan, ha kanoliou bian evit ober holenn, var he veno. Ne deuaz ket an traou da vad ganthan. Lod a lavar e savaz ar veleien a dro-var-dro en he eneb, abalamour ma kavent guelloc’h guelet ar gompezenn dreaz-se o chomm da letoun da beuri gand loened ar beorien, eget he guelet perc’hennet gand eun den epken, a c’helle he c’hloza pe he fermi da unan-bennag, ha, dre-ze, miret ouc’h ar paour da gaout he vioc’hik hag eur banne leaz da zouba he vern. Lod-all a lavar ne c’hellaz ket dont a-benn da ober holenn hervez he vennoz, hag en doa enn aner dispignet forz