Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/130

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
122
emgann kergidu

— Ker kos-se eo ; mez ne ket falloc’h evit-se. Ni a evo da iec’hed an hini a zo breman tost da zouar Bro-Zaoz, en eur lavaret da Esther ne ket dre zrouk outhi eo hon euz, enn noz tremenet, lavaret kement a draou divar he fenn.


————
UNNEKVET PENNAD


————
Plougerne


Ne d’ea ket an traou evelato dre oll er memez tra. E meur a leac’h, ar veleien o doa kemeret an teac’h araok ma voa deuet d’ho c’hlask evit ho c’has da eur gear-bennag da doui senti ouc’h lezennou ar republik. Setu petra a c’hoarvezaz e Plougerne. An Aoutrou de Poulpiguet hag he gureed, a ioa eat lod anezho er meaz euz ar vro, lod-all a ioa kuzet mad enn tiez gand an dud a feiz a Blougerne.

Ar republikaned, o kaout ti goullo, a zonjaz e viche eaz meurbed d’ezho lakaat da bersoun enn eur barrez ker braz ha ker brudet ha Plougerne, unan euz ar veleien laosk o doa touet senti ouc’h he lezennou. Dont a rejont da Blougerne gand eur belek hanvet Gall. — Ne oufen ket lavaret d’ehoc’h a beleac’h e voa, nag e peleac’h edo aziaraok. — En em gaout a reaz e Plougerne gand eur vanden vrao a zoudardet, eur zulvez vintin, var dro nav heur. Mont a reaz var eeun d’an iliz, hag er segreteri e kavaz ar pez a ioa red evit oferenna. Ne gavaz ket a viskamanchou kaer, va c’hredi a c’hellit, rak ar re-ze a ioa bet destumet kempenn hag a ioa kuzet mad. An traou disterra, ar re ne dalie ket ar boan ho gorren, a ioa lezet var an dispalu. Kaout a reaz diou kazul dislivet, eur gamps intret hag eur c’halur houarn hanter-diarc’hantet. N’oa ket kals a dra, avoualac’h oa evit eur persoun intru. Kerkent ha m’en em gavaz enn iliz, ec’h en em lakeaz da viska he zillad oferenna ; epad m’edo oc’h en em viska, kloc’h ofern a oue sounet, hag ar zoudardet a iea, dre ar bourk, da lavaret d’an dud edo ar persoun nevez o