Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/129

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
121
emgann kergidu

nerz an avel, hag a droaz penn var eeun da Vro-Zaoz, en eur lezel, er mor, eun aridennad eonenn var he lerc’h. P’edont o pellaat, ar c’habiten Jaouen hag he vartoloded, en eur lakaat ho daou zourn a bep tu d’ho ginou, a griaz :

— Hor gourc’hemennou er gear !

Antronoz vintin, ar c’habiten Kivoron a ioa var hent Arc’hantel o sellet ouc’h ar mor, a du Bro-Zaoz. Ne vele netra, kaer en doa sellet piz. Ar Maris-Stella a ioa, d’ar mare-ze, demdost da Falmouth. O klevet unan-bennag erru varzu ennhan, e tistroaz :

— Te a zo aze, Prat, emezhan ? Ac’hanta, hag ar re-hont ?

— D’ehoc’h c’houi da genta. Gret mad eo ho tro ?

— N’oan ket evit ober guelloc’h. — Neuze ’ta eo eat an Aoutrou Poullaouec da Vro-Zaoz ?

— Var an hent eman, da viana ; ha, m’en deuz ar memez roud avel ganeomp-ni, n’eman ket pell.

— Guell a ze, ha Doue ra vezo meulet !

— Ha te, gand da zoudardet, petra ec’h euz great gantho ?

— Me am euz roet da eva d’ezho kement ha ma karent. Sec’hed mad o doa, rak n’int ket bet pell evit goullonderi diou bodezad guin-ardant ha teir bodezad guin. Neuze avad oant leun betek ho ginou, hag int en em roet da gousket. Me a zo chommet var vale. Da bemp heur em euz dihunet ho c’habiten, en eur lavaret d’ezhan oa deiz. P’en deuz va c’hlevet eo savet, enn eul lamm, enn he za, hag en deuz dihunet he-unan he zoudardet en eur grial varnezho hasta affo, rak abred dioc’h ar mintin e tlie en em gaout e Landunvez gand soudardet-all hag a deue euz a Vitalmeze.

— Eun tamm brao a zispign ec’h euz bet eno evelato.

— Daoust ha ne ket evit an Aoutrou Doue eo em euz great, pa’z eo guir eo evit unan euz he veleien ? Ha c’houi, daoust ha n’hoc’h euz ket great muioc’h evidon-me, pa’z eo guir hoc’h euz risklet ho puez ha bara ho krek hag ho pugale ?

— Sell, digas a rez da zonj dign hor boa deac’h da noz lavaret goall-draou divar benn Esther ; deomp da c’houlen diganthi peb a damm kik ha bara, ha da eva, d’hon tro, eur voutaillad euz ar guin a ioa deuet ganen euz a Vourdel, er blavez m’oaz-te dimezet.

— Hennez a zo koz neuze, rak va merc’h hena a ioa enn oad da ober he fask kenta er bla-man, ma viche bet beleien er vro.