Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/128

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
120
emgann kergidu

p’emaomp aman eun tamm e kuz d’an douar braz ha m’eo mad ha brao an avel, savomp dioc’htu al liann-goel var ar vak ma tec’himp buannoc’h. Ar c’habiten Jaouen a dle beza breman var dro ar Fourn.

Al liann a oue savet, ha dembrest goude, e kreiz tevalijenn an noz, ar vagik vian a ruze var ar mor varzu ar Fourn, evel pa viche hortet gand sant Budoc, patrom Porspoder.

Breman ez euz savet var ar Fourn, evit he rei da anaout d’al listri, eun tour-tan hag a zo ennhan sklerijenn, evel eur c’houlaouen vraz-vraz, a zao hag a ziskenn, a en em ziskouez hag en em guz, evel eur bugel o c’hoari koukouk adren kein he vamm. Neuze n’oa ket an traou er c’his-se ; neuze n’oa netra var roc’h ar Fourn hag e ranket he c’hlask, enn noz, mar doa c’hoant d’he c’haout. An dra-ze n’oa ket diez d’ar c’habiten Kivoron, a ioa bet dre eno, enn he iaouankiz hag abaoue, ouc’hpenn mil gueach, me gred.

Ne zalejont ket d’en em gaout gand ar Maris-Stella, a ioa o neuennat ouc’h ho gedal, eun nebeudik liann epken varnezhi. Tostaat a rejont outhi ; ne ouent ket pell evit en em rei da anaout an eil d’egile. Kement a ioa d’an Aoutrou Poullaouec e bak Kivoron, a oue savet e lestr ar c’habiten Jaouen. Araok sevel he-unan ebarz, an Aoutrou Poullaouec a grogaz a-dro-vriad er c’habiten Kivoron, en eur lavaret :

— Bennoz Doue dit, d’as krek ha d’as pugale, Kivoron. Ne c’hellign biken da baea er bed-man, rak n’en em velimp ken var douar Breiz-Izel. Doue da baeo, rak me, euz an env, her pedo d’ho tiouall-oll diouc’h peb drouk, te ha da dud, ha da rei d’ehoc’h pep mad da c’hedal dont oll d’am c’haout d’ar Baradoz.

— Kivoron, eme ar Jaouen, dalc’h sonj e rankan araok an deiz beza eat er c’hein-vor gand aoun da veza anavezet.

— Ia, Jaouen, her gouzout a ran ; mez va c’haloun a rann em c’hreiz o tispartia dioc’h an Aoutrou Poullaouec, ha n’oun ket evit miret da vouela.

— Sec’h da zaelou, Kivoron, eur bugel a c’hell gouela ; mez eur c’habiten a rank kaout kaloun, beza den hag ober he zever ; hon dever-ni eo tenna an Aoutrou Poullaouec euz a skilfou ar republikaned.

— Savit aman, Aoutrou Poullaouec, roit dign ho tourn.

An Aoutrou Poullaouec a zavaz e bourz ar Maris-Stella. Kerkent e klefcheur ar poleou o c’hrigonsal, o vigourrat, hag, enn eun taol, al lestr, goloet a liann, a zoublaz gand