deuaz zoken da ambrouk an Aoutrou Feburier beteg he di, hag eul loden anezho a jommaz, epad an noz, d’hen diouall a enep livrasted kear hag an dispac’herien kounnaret.
Mirabeau a jommaz he-unan, e kreiz al leur-gear, var he biltoz koat ha var he beder varrikenn !
Ne oufen kret lavaret d’ehoc’h peur nag e peleac’h zoken eo marvet an Aoutrou Feburier. Kredi a c’hellomp eo maro evel eur zant hag eman breman e baradoz an Aoutrou Doue. He bugale a rank beza oll marvet dizemez. He verc’h kosa, Francesa Feburier, e deuz tremenet he buez oc’h ober vad da beorien Lesneven, hag en eur vervel, e deuz roet he zi, ti he zad, d’an iliz evit loja ar veleien, hag eno emaint herrio o chomm.
Traou ker zot, ken dibenn ha ken difeiz hag an traou a gountan d’ehoc’h, ne dlient ket lezer dinec’h skiant an dud vad er vro. Abalamour da ze e klevet eun tamm krosmol e touez ar bobl. Mez ouc’hpenn an traou diot-se a rea an divroidi digouezet e Breiz, meur a dra all a c’hoarvezaz c’hoaz er bloaz varlerc’h. Guell e kavan kounta d’ehoc’h, araok mont larkoc’h, ar pez a c’hoarvezaz e Konk-Leon. Traou ker kriz hag ar re-ze a erruaz e meur a leac’h, ha ienaat a ra kaloun eun den enn he greiz oc’h ho c’hounta ; ne lavarign d’ehoc’h nemed an dra-man :
Guelet a reat, er parreziou divar ar meaz, bandennou tud, pemzek pe ugent asamblez, gantho armou ha fuziliou. Hanvet oant dre ar vro an arme noar (ger gallek evit lavaret an arme du, evelse oant hanvet dre ar vro). Dre ma’z eant, an oll a grene, a dec’he pe a en em guze, rak n’oa ket krisoc’h tud var an douar eget ar re-man. Ne reant nemed