Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 21 ]


Va menezier huel, va c’hoajou decoret ;
Laqet en deus an tan en oll vilajennou,
Grêt eun dezert affreus demeus va flenennou,
Ha dezolet va fobl en kêr ha var ar mès,
Evel gant ur falc’h lemm en ur seul mintinvez
Ma teu al labourer actif ha vijilant
Da droc’ha’r boqejou deus eur c’hoad florissant.
Ar fouëldr demeus an ên evel tan an ifern
A deu d’am c’honsumi, bete mel va esqern.
Guelet a ra Doue va daelou deiz ha noz,
Hep prizout eur moment procuri dìn repos.
Stignet en deus laçou, tec’hel a ràn raze ;
Mes e zorn invisibl em precipit enne,
Caer a meus er guervel ha redoubli va moëz,
Ne briz qet respont dìn, na va zelaou memes ;
Oguen en eun dransport a furor, a goler,
En deus grêt eur chaden crén meurbet ha ponner,
Dre’r bouez a beini va c’horf sempl accablet,
Cazi brêvet a zo treinet ha distreinet
Dre gavarniou teval, an drez, ar vein, ar spern,
Ha peur-exterminet e calon an ifern.
Mes Doue zur a gomz, me gleo e voëz divin,