Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/5

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
VI

c’houlenchont netra digant-ho evit mizou ar brezel, kement a istim ho devoa evit Loeiz XVIII.

Hogen, pa zistroaz Napoleon euz he enezen, torret gant-han he le, ha digemeret adarre gant he zoudardet ha gant ar c’heariou disleal, ann armeou estren, a veac’h eat er meaz euz a zouar Franz, a zistroaz ivez da herzel Napoleon ; hag ar veach-se ne oent ket ken hegarad enn hor c’henver. Gouasta a rejont hor bro muioc’h c’hoaz eget n’ho deuz great ar Brusianed e 1870, ha tanet ho divije Paris, ha rannet etre-z-ho Bro-Franz, panevet c’hoaz ho doujanz evit ar roue Loeiz XVIII. War zifenn he-ma, ha dre vadelez Impalaer ar Russi, ne gemerjont digan-eomp nemet seiz kant million evit ho digoll-brezel.

Setu penaoz e teuaz d’eomp ar Vourboned. Livirit-hen d’ann dud na ouzont ket ann histor, ha sarrit ho genou d’ar gaouiaded a feiz fall.

C’hoaz a levereur : Bro-Franz n’e deuz pe ober gant ar Vourboned ; teir gwech e deuz ho c'hasset enn ho rout.

Ia, mes piou ho c’hassaz enn ho rout ? Ar vro pe ar revolusion ? Ha ne ket ar Republikaned eo a lazaz Loeiz XVI ? Ha ne ket ann daou-c’hant unan var-n-ugent kannad gant eun nebeut skolaerien ha livastred Paris eo a gassaz Charlez X er meaz, da lakaat enn he leac’h eur roue hag a oa, emez-ho ar vella Republik a oufet da gavout ?

Ha Loeiz-Felep ? Eur revolusion hen dougaz var ann tron, eur revolusion hen diskaraz. Ar wir vro ne doa ket kalz a berz er chenchamanchou--