Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —

gant-han, ar vugale a heulie he genteliou jimnastik ; (ann hano-ze a rear d’ar skol e pehini e vez desket d’ar vugale, redek, lammet, gourrenn, mont var varc’h, etc) ; ar vugale ze-holl ha kalz re all ho doa savet etre-z-ho eur rejimant hanvet rejimant Bourdel. D’ann dervesiou braz e teuent d’ar palez gand ho gwiskamant-soudard, pehini a oa gwiskamant ar c’houard, Mab eur zoudard koz a zone ann daboulin, hag Herri a gare dreist-holl dougen ar banniel. Oc’h he welout enn doare-ze var benn he rejimant, ann Duk a Orleann, a dostaaz ouz ann Itroun de Gontaut, hag a lavaraz d’ezhi : « Me zo sur na gredit ket d’ar stad a rann ouz ar c’hrouadur-ze ; mad, gaou hoc’h euz, eur garantez ar vrasa am euz evit-han, ha mar bez leac'h, hen diskouezinn d’ezhan enn tu-all da gement a oufer sonjal. »

Pa na vije ket ar c’hezek evit choum enn ho zao, gand ar skorn, ar prins a ie gand he zoudarded var droad da Elize-Bourbon. N’euz fors pegen ien e vije, e choume ato dindan ann amzer. He vrasa plijadur a oa ober ar pez a c’halve ar Bivouak. (Bivouak a zo ar ged-noz a ra eunn arme pa vez tost ann enebourien). Eunn tan fagot a vije great e kreiz ar jardin, hag eur pot-houarn a vije lekeat da virvi ; avalou douar a vije poazet er ludu. Soudarded ar c’hastel a vije lezet da ober tro ar bivouak, ha pa’z eant e-biou d’ar prins, hen a rea d’ezho tanvaat he zouben, hag eva diouc’h he win. Alies e kase diouc’h he zouben d’ar Roue ha d’he vamm. Ar re-ma na vankent morse