Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/107

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 100 —

leac’hiou distro, amzer didrouz, baleadennou e touez burzudou ar bed, kenteliou roet ha lavaret dirak ann holl, dirak kement den a ie da welout ar Vourboned enn ho harlu, netra ne vankaz, nann zo ken kentel ar gwall-eur.

Pa oe deuet Herri enn oad da ober he studiou braz, ken var draou ar bed-ma, ken var draou ar bed all, ar Roue Charles X a c’halvaz e kichen he vab bihan ann aotrou Frayssinous, eskop santel ha den gwisiek, bet ministr ar c’hredennou enn hor rouantelez. Charles X a lavare d’ezhan enn he lizer : « Neket eur beden hep ken a rann d’e-hoc’h, eur gourc’hemen eo, ha kredi a rann na zizentot ket ouz ho Roue. » Dirak eur garg ken huel, ann aotrou Frayssinous a varo’hataz. Deskadurez eur Roue da zont a zo eun dra hag a bouez var goustianz eun den a zoujanz Doue. Ann eskop mad a ieaz eta dioc’h-tu da Baris, da gemerout kuzul digant he vignouned, ha digant ann dud a iliz a re wisieka. Holl e leverjont d’ezhan e oa ret mont. Neuze e klaskaz e touez he wella mignouned eun den gwestl e pep tra d’he zikour, hag e choazaz ann aotrou ’n abad Trebuquet, bet pell amzer mestr kelenner er skolachou brasa ; ha boazet da gentelia ar iaouankisiou er skianchou huella. « Ann aotrou Trebuquet, eme ann eskop braz, a zesko d’ar Prins traou ar bed-ma, ha me a zesko d’ezhan traou ar bed all. »

Ann eskop santel a lavare bemdez d’he ziskibl iaouank : « Neket ret e vec’h Roue, Doue eo ar raio kement-se, hogen ar pez a zo ret, eo, mar n’emoc’h ket var ann tron, e lavaro pep unan, a galoun hag a c’henou, oc’h dellezek da bigna var-n-ezhan. »