Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 93 —


« Plijet gan-e-hoc’h digemerout hor gwestlou, henvelep int enn holl d’ann holl ouz ar re a reomp bemdez evit Bro-C’hall. E kement tra a hell rei d’ezhi frankiz hag eur-vad, ar vro ha c’houi, n’hellit morse beza dispartiet. Galvet evel ma ’z oc’h d’he digas enn dro d’ar renk huel tonket d’ezhi, ha sur d’en em glevout ato gant-hi, c’houi vezo evit-hi ar pez ma eo bet unan euz hoc’h Huel-Dadou, c’houi vezo evit-hi, evel ma hoc’h euz hel lavaret, eun eil Herri Pevar. »

Ar Prins iaouank a respontaz :

« Labourat a rann, dre ma hellann, da zont a rez d’ar garg huel da behini oun galvet dre va goad, hag euz a behini hoc’h euz lekeat hirio ann dleadou kenta dirak va daoulagad. Hou-nez eo, a gaf d’in, ann daill wella da ziskoues d’e-hoc’h va anaoudegez vad evit ar pez hoc’h euz great em c’henver ama. Ne vezinn euruz nemet pa en em gavinn e tu da labourat var eun dro gan-e-hoc’h, da rei d’am bro ha d’hoc’h hini pep Frankiz ha pep eurusted. »

« Va spered ha va c’haloun a zo bepred e Frans. Mar studiann, eo evit ma vezin estimet gant-hi. Mar fell d’in beza mad, vaillant, larg e pep giz, eo evit beza karet gant-hi. Sonjal enn-hi eo va diverr-amzer, va flijadur, va eurusted. Eur gomz a zo bepred dirag va daoulagad hag am diouallo diouc’h meur a fazi : Frans her gouezo ! »

« Kredit mad, Aotrounez, e ouzoun petra dall ar pez hoc’h euz great, ha petra a joum kuzet dindan