Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
36
LEVR AR C’HENELIEZ.

diluch ; he vadelez da c’hourdrouz ha da c’hedal ar bec’herien ; he lealded d’ho c’hastiza pa int choumet aheurtet.




PENNAD VII.


ANN DILUCH.
Euz ar bed 1656.— Araok J-K : 2343.


1. Ha Doue a lavaraz da Noe : Kea enn arc’h, te hag holl dud da di, rak ta gavet am euz eeun dira-z-oun, e touez ar rumm dud a zo brema war ann douar.

2. Euz ann holl anevaled neat, kemer seiz ha seiz, par ha parez ; hag euz ann anevaled louz, daou ha daou, par ha parez.

3. Kemer ivez diouc’h laboused ann env, seiz ha seiz, par ha parez ; evit ma vezo kendalc’het ar wenn anezho war c’horre ann douar.

4. Rak seiz devez c’hoaz, hag e likiinn ar glao da goueza war ann douar, e-pad daou-ugent devez ha daou-ugent nozvez ; hag e trismantrinn divar c’horre ann douar kement tra veo am euz krouet.

5. Noe a reaz eta kement en devoa Doue gourc’hemennet d’ezhan.

6. C’houec’h-kant vloaz en devoa Noe pa zeuaz ann dour diluch da veuzi ann douar.

7. Ha Noe a ieaz e-barz ann arc’h ha gant-han he c’hreg, he vugale, ha gragez he vipien, dre’n abek d’ann dour diluch.

8. Hag ann anevaled neat ha louz, al laboused, ha kement tra a finv war ann douar,

9. Daou-ha-daou ez ejont da gavout Noe e-barz ann