Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29
LEVR AR C’HENELIEZ.


18. Jared, d’ann oad a gant daou vloaz ha tri-ugent a engehentaz Henok.

19. Goude beza engehentet Henok, Jared a vevaz eiz kant vloaz.

20. Hag holl vuez Jared a oe nao c’hant daou vloaz ha tri-ugent, hag e varvaz.

21. Hogen Henok, d’ann oad a bemp ploaz ha tri-ugent, a engehentaz Mathuzalem.

22. Henok a gerzaz gant Doue, ha goude beza engehentet Mathuzalem, e vevaz tri c'hant vloaz.

23. Hag holl vuez Henok a oe tri c’hant pemp ploaz ha tri-ugent.

24. Kerzout a reaz gant Doue, ha ne oe mui gwelet, dre ma en devoe Doue kaset anezhan gant-han.

25. Mathuzalem d’ann oad a gant seiz vloaz ha pevar-ugent, a engehentaz Lamek.

26. Ha goude beza engehentet Lamek, Mathuzalem a vevaz seiz kant daou vloaz ha pevar-ugent.

27. Hag holl vuez Mathuzalem a oe nao c’hant nao vloaz ha tri-ugent, hag e varvaz.

28. Lamek, d’ann oad a gant daou vloaz ha pevar-ugent, a engehentaz eur mab.

29. Hag hen hanvaz Noe, enn eur lavarout ; he-man a rai d’e-omp frealzidigez e kreiz oberiou ha labourou hon daouarn war ann douar pehini a zo bet milliget gant ann Aotrou.

30. Ha Lamek, goude beza engehentet Noe, a vevaz pemp kant pemzek vloaz ha pevar-ugent.

31. Hag holl vuez Lamek a oe seiz kant seitek vloaz ha tri-ugent, hag e varvaz. Hogen Noe, d’ann oad a pemp kant vloaz a engehentaz Sem, Kam ha Japheth.


————