Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/226

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
218
LEVR AR C’HENELIEZ.


16. Dan ar varno he vobl, koulz hag ar breuriesiou all enn Israel.

17. Ra vezo Dan eur serpant war ann hent, hag eunn aer war ar venoden, da gregi e zeultroad ar marc’h, evit ma kouezo ar marc’hek war chouk-he-gil.

18. Aotrou Doue, emaoun o c’hortoz ho SALVER

19. Gad, dindan he armou, a vrezelekai e penn he vobl, distrei a rai d’ar gear armet evel a-raok.

20. Aser, druz eo he vara, ar rouaned her c’havo mad meurbed.

21. Nephthali, karo achapet, hag helavar enn he gomzou.

22. Jozeph, bronsen glaz-dour, krouadur bepred o kreski, ha brao meurbed da welout, ar merc’hed a zo diredet war ar mogeriou.

23. Hogen tud armet gant birou ho deuz he heskinet, great ann dael enn he enep ha maget gwarizi out-han.

24. Mes he warek a zalc’haz mad, ha chadennou he zivreac’h ha re he zaouarn a zo bet torret gand holl c’halloud Doue Jakob ; hag eo deuet er meaz ac’hano, mesaer ha skoazel Israel.

25. Doue da dad a vezo da zikour, hag ann holl c'halloudek az kargo a vennosiou, bennosiou ann env diouc’h ann neac’h, bennosiou doureier ann douar diouc’h ann traon, bennosiou ann divronn ha re ar c’hovou-lez.

26. Bennosiou da dad a vezo talvoudekoc’h eget bennosiou he dud koz, ken na zeui c’hoant ann torgennou eternel. Ra gouezo ar bennosiou-ze holl war benn Jozeph war benn ann hini a zo nazaread e-touez he vreudeur.

27. Benjamin bleiz skraper ; da vintin e tebro ar preiz, ha d’ann abardaez e ranno ann dibourc’hiou.