Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/216

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
208
LEVR AR C’HENELIEZ.


6. Douar ann Ejipt o zo dira-z-oud ;gra ma ho devezo evit choum enn-han, ar gwelta karter euz ar vro, ha ro d’ezho douar Jesen. Ha mar welez ez euz enn ho zouez tud ijinuz, ro d’ezho ann emell euz va zropellou.

7. Goude-ze Jozeph a zigasaz he dad da gavout ar roue, oc’h he lakaat he-unan dira-z-han. Jakob a vennigaz Pharaon.

8. Hag he-ma o veza goulennet digant-han he oad evel-henn : Pet devez a gountit-hu etre holl vloavesiou ho puez ?

9. Jakob a respontaz : Dek vloaz ha c’houec’h ugent a zo em’ounn tremeniad war ann douar, devesiou berr ha fall, pere n’int ket eat beteg oajou va zud koz, epad ma z’int bet tremenidi war ann douar.

10. Hag o veza roet c’hoaz he vennoz d’ar roue, en em dennaz er meaz.

11. Hogen Jozeph a roaz evit mad d’he dad ha d’he vreudeur ar gwella karter euz ann Ejipt ; hanvet Rameses, hervez ma en devoa gourc’hemennet Pharaon.

12. Hag hen he-unan ho mage, hi hag holl dud he dad, o fournisa da bephini anezho peadra da veva.

15. Rak mankout a rea ar bara dre ar bed holl, hag ar gernez a waske war bep bro, ispisial war ann Ejipt ha war zouar Kanaan.

14. Jozeph a zastumaz holl arc’hant ann diou vro-ze dre ar werz euz he winiz hag hel lekeaz holl e tenzor ar roue.

15. Pa vankaz ann arc’hant d’ar brenerien, holl dud ann Ejipt a zeuaz da gavout Jozeph, enn eur lavarout : Roit bara d’e-omp, perak e varfemp-ni dirak ho taoulagad, defaot arc’hant ?