Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/161

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
153
LEVR AR C’HENELIEZ.


17. Ha Jakob a erruaz e Sokoth ; o veza savet eno eunn ti, ha plantet he deltou, e hanvaz al leac’h-ze Sokoth, ar pez a zinifi teltou.

18. Tremen a reaz goudeze betek Salem, eur gear vourc’h d’ar Sichimided, pehni a zo e douar Kanaan ; ha choum a reaz e kichen ar gear-ze ; goude ma oe distroet euz ar Mezopotamia, pehini a zo e bro Siria.

19. Hag e prenaz evit kant oan, digant bugale Hemor tad Sichem, lod euz ar park e pehini en devoa plantet he delt.

20. Hag o veza savet eno eunn aoter, ec’h azeulaz war-n-ezhi da Zoue braz Israel.


————


SKLERIDIGEZ.


Gwelet hon euz er pennad-ma eunn dra hag a ra plijadur d’ann env ha d’ann douar : Daou vreur oc’h en em bardoni, hag oc’h en em vriata, goude ennn disparti a ugent vloaz. Petra na hell ket ober douster ha vuelded, sikouret gant gras Doue ? Gwelit Ezaü o tont gant pevar c’hant den armet war hent he vreur. Pa zilec’hiaz, e oa war zonj taol-chanz da laza he vreur gant he holl dud ; mes biz ann Aotrou Doue a droaz tu d’he galoun ; kunvelez Jakob, he vuelded, he brezanchou great a galoun vad, a reaz ar peur-rest.

Breudeur ha c’hoarezed glazet pell-zo marteze ann eil ouc’h egile abalamour da eunn tammik interest, da eur gaouad gwarizi, pe evit disterroc’h tra, kemerit skouer war ann daou vreur-ma, ispisial war Jakob. Na espernit na pedennou na vuelded evit dont a benn d’en em unani ; list da vont memes lod euz ho kwir ; Doue ho tigollo. Gwelit Jakob, lekeat e oa da vestr war he vreur gant Doue he-unan, dre vennoz he dad ; hen oa e gwirionez ar map henan, heritour euz a vadou braz Abraham hag Izaak, heritour ispisial euz ann diouganou kaer great gant Doue d’ar batriarched-ze ;