Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
92
LEVR ANN EXOD.

dad pe gant he vamm, a vezo lekeat d’ar maro.

18. Mar’zeuz bet kroz etre daou zen, hag en deuz unan anezho skoet eghile gant eur mean pe gant he zourn serret, ha ne ket maro ann hini kannet, mes choumet eo bet var he vele ;

19. Ma eo bet savet, hag en deuz kerzet er meaz var harp he vaz, ann hini en deuz skoet a vezo divlam euz he varo ; mes dalc’het e vezo da zic’haoui eghile euz he labour kollet, hag euz ann dispign en deuz bet gant ar vedecined.

20. Neb en devezo skoet gant he vevel pe gant he vatez gant eur voalen, mar d-int maro etre he zaouarn, a vezo kabluz euz a ann torfed-ze.

21. Mes mar bevont c’hoaz eunn devez pe zaou, ne zougo ket poan ar muntrer, rak he arc’hant int.

22. Mar sav kroz etre goazed, hag e sko unan anezho gant eur c’hreg dougherez, hag eo gouilioudet euz eur c’hrouadur maro, mes hi he-unan a zo choumet beo, ann hini en deuz skoet a baeo ann dic’haou a c’houlenno pried ar c’hreg, diouc’h ma ho devezo barnet ann hanterourien.

23. Mes mar d-eo maro ar c’hreg, e paeo buez evit buez,

24. Lagad evit lagad, dant evit dant, dourn evit dourn, troad evit troad.

25. Devadur evit devadur, gouli evit gouli, blonsadur evit blonsadur.

26. Mar sko unan bennag gant lagad he vevel pe he vatez, hag ho deuz kollet ho lagad, e laosko anezho da vont enn ho frankiz, evit al lagad en deuz tennet.

27. Mar torr eunn dant d’he vevel pe d’he vatez, e laosko anezho kuit er memes fesoun.