Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/93

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
91
LEVR ANN EXOD.


6. He vestr her c’haso dirag ar varnerien, hag e vezo lekeat harp ouc’h postou ann nor, hag e vezo toullet d’ezhan he skouarn gant eur menaouet, hag e vezo sklav da vikenn.

7. Ma en deuz unan bennag guerzet he verc’h da veza matez, ne daï ket er meaz euz ann ti evel ma kustum ar vitizien mont kuit.

8. Mar tisplij d’ar mestr da behini eo bet guerzet, ec’h hell he c’has kuit ; mes na hello ket he guerza da eur bobl diaveaz, ma en deuz he disprijet he-unan.

9. Ma en deuz he dimezet d’he vap, e rai enn he c’henver evel ma vez great d’ar merc’hed a di.

10. Ha ma ro eur c’hreg all d’he vap, e renk dimezi adarre ar plac’h, ha rei dillad d’ezhi, ha na refuzot ket d’ezhi ann dic’haou evit he guerc’hded.

11. Ma ne ra ket ann tri zra-ze, ar plac’h az ai er meaz euz he di, kuit hag hep paea netra.

12. Piou bennag a skoo gant eunn den o klask he laza, a vezo lekeat d’ar maro.

13. Mes ma n’en deuz ket ar muntrer klasket ann tu d’he laza, mar d-eo Doue eo en deuz he daolet etre he zaouarn, me verko d’ehoc’h al leac’h ma tle mont da glask minic’hi.

14. Ma laz unan bennag he nesa a-vetepanz ha dre spi ; hen tennot euz a ghichen va aoter, evit beza lekeat d’ar maro.

15. Nep en devezo skoet gant he dad pe gant he vam, a vezo lekeat d’ar maro.

16. Nep en devezo laeret eunn den, ha guerzet anezhan, pa vezo bet prouvet ann torfed var-n-ezhan, e vezo lekeat d’ar maro.

17. Neb en devezo laosket mallozou gant he