Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
90
LEVR ANN EXOD.

ni ha beza ez omp ivez he bobl karet, Rak hon tennet en deuz ivez euz a di ar sklaverez, a dre daouarn eur Pharaon kruel, hag hor galvet en deuz ivez d’he zervicha er zantelez hag er virionez, bemde-c’houlou epad hor buez. Ra zono eta ivez he gomzou enn hon diskouarn, ra choumint skrivet enn hor c’halonou ! Deskomp he c’hourc’hemennou, sonjomp enn-ho ha da noz ha da vintin, reizomp var-n-ho hor zonjou, hor c’homzou, hon oberiou ; hag e kavimp ivez eo guir ar gomz-ma : « Mir gourc’hemennou ann Aotrou da Zoue, evit ma vezi eüruz. » (Deuter. 6. 17.)





PENNAD XXI.


Lezennou-reiz[1] roet gant Doue da Voïzes.


1. Chetu ama al lezennou-reiz a ghenigot d’ezho.

2. Mar prenit eur sklav hebread, e servicho ac’hanoc’h epad c’houec’h vloaz ; d’ar seizved bloaz ez aï er meaz euz ho ti, libr hag hep paea netra.

3. Mont a rai kuit gant ann dillad en doa pa zeuaz enn ho ti ; mar doa demezet, he c’hreg a ielo ivez er meaz euz ho ti gant-han.

4. Mes mar deo ar mestr eo en deuz roet eur c’hreg d’ezhan, hag e deuz ganet d’ezhan paotred ha merc’hed, ar vaouez hag he bugale a vezo d’he vestr, hag ar goaz he-unan az ai er meaz euz ho ti gant he zillad.

5. Ma lavar ar sklav : Me a gar va mestr, ha va greg ha va bugale, ne fell ket d’in kuitaat ann ti da ghemer

va frankiz ;

  1. Lezennou da zerc’hel ann urz vad etouez ar bobl.