Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/91

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
89
LEVR ANN EXOD.


25. Ha mar grit d’inn eunn aoter vein, na zavot ket anezhi gant mein benet ; rak ma likiit ar ghizal var-n-ezhi, e vezo dic’hlan.

26. Na bignot ket ouz va aoter dre zeresiou, gant aoun na ve guelet ho noazded.


————


SKLERIDIGHEZ.


Chetu penaoz eo bet imbannet gourc’hemennou Doue, ar vamm-lezen euz ann holl lezennou all. Ne ket aliou a zo ama, na kuzuliou ar barfedighez, mad da heulia pe da lezel hep pec’hed marvel. Al lezen Eternel eo hou-ma, skrivet gant Doue e koustianz pep den, hag e renker da virout dindan boan da veza reuzeudig er bed-ma, ha da goll ar vuez eternel

He spered leun euz ar virionez-se, pehini a oa bet diskleriet d’ezhan gant Doue he-unan var ar menez, Moïzes na ehane d’he frezeg d’ar bobl. « Ann env hag ann douar, emez-han, a ghemerann da dest em euz kekeat diraz-hoc’h ar vuez hag ar maro, ar vennoz hag ar valloz. Ar vennoz, mar sentit ouz gourc’hemennou ann Aotrou, ar valloz, ma na zentit ket. Oh ! choazit eta ar vuez !… Skrivit doun enn ho kalonou he lezen hag he c’hourc’hemennou. Ho diski a reot d’ho pugale. Sonjal a reot enn-ho azezet enn ho tiez ; oc’h ober hent, enn ho kuele abarz kousket, da vintin pa zihunot. Ho skriva a reot var doull dor ho ti, var balv ho tourn ; ra vezint e pebleac’h a ispill dirag ho taoulagad. » Ar gourc’hemennou miret, chetu gounezet holl, ar gourc’hemennou torret, chetu eat tout da goll !

Ne ket d’ar bobl a Israël hepken eo bet great ar promessaou hag ar gourdrouzou-ze. Doue Israël a zo ivez hon Doue--