Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
88
LEVR ANN EXOD.

pell var ann douar a roio d’ehoc’h ann Aotrou Doue.

13. Na lazot ket

14. Na reot ket avoultrerez.

15. Na laerot ket.

16. Na zougot ket falz testeni a-enep hi nessa.

17. Na c’hoanteot ket ti ho nessa ; na glaskot ket kaout he c’hreg, nag he vevel, nag he vatez, nag he ejenn, nag he azen, na petra a ghement a zo d’ezhan.

18. Hoghen ar bobl holl a gleve trouz ar gurun ha son ann drompill, evel ma velent al luc’hed o splanna, hag ar menez o voghedi ; ha karghet a aoun hag a spount, e chomjont pell diouc’h ar menez.

19. Hag e lavarent da Voïzes : Komzit d’eomp c’houi, hag e selaouimp ac’hanoc’h ; arabat eo e komzfe ann Aotrou ouz-omp, gant aoun e varfemp.

20. Ha Moïzes a lavaraz d’ar bobl : N’ho pezet ket aoun ; Doue a zo deuet evelse evit hoc’h amproui, hag evit ma vije he zoujanz enn-hoc’h, ha na bec’hfac’h ket.

21. Ar bobl eta en em zalc’haz a bell. Ha Moïzes a dostaaz ouz ar oabren deval e oa Doue enn-hi.

22. Ann aotrou a lavaraz c’hoaz da Voïzes : Ann dra-ma a leverot da vugale Israël : Guelet hoc’h euz em euz komzet ouz-hoc’h euz ann Env.

23. Na reot ket doueou arc’hant, ha na reot ket doueou aour evid-hoc’h.

24. Eunn Aoter zouar a reot d’in, hag e kennigot var-n-ezhi ho sakrifisou-losk [1], hag hoc’h hostivou a beoc’h, ho tenved hag hoc’h ejenned, e kement leac’h ma vezo dalc’het koun euz va hano : dont a rinn d’ho

kavout, ha va bennoz a roinn d’ehoc’h.

  1. Sakrifisou e pere e vije dèvet al loened ; e gallek : holocaustes.