Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7
LEVR ANN EXOD.


14. He-ma a respontaz : Piou en deuz ho lekeat-hu da brins ha da varner var-n-omp-ni ? Ha c’hoant hoc’h eus-hu d’am laza evel ma lazjoc’h deac’h ann Ejipsian ? Moïzes a ghemeraz aoun, hag a lavaraz : Penaoz eo bet brudet ann taol-ze ?

15. Pharaon he-unan a glevaz ar pez a oa c’hoarvezet, hag a glaske lakaat Moïzes d’ar maro. Mes Moïzes a dec’haz kuit ra-z-han ; az eaz da choum e douar Madian, hag a azezas eno e kichen eur punz.

16. Hoghen belek Madian en devoa seiz merc’h, pere a zeuaz da denna dour, hag o veza karghet ar c’haniou, e felle d’ezho doura loened ho zad.

17. Mes ar vessaerien a zigouezas hag ho c’hasaz kuit ; ha Moïzes a zavaz, a zifennaz ar merc’hed iaouank, hag a zouraz ho denved.

18. Pa oant distroet da gavout Ragüel ho zad, hema a lavaraz d’ezho : Perag oc’h-hu deuet d’ar ghear kentoc’h eghet ne d-oc’h boazet da zont ?

19. Hi a respontaz : Eur goaz Ejipsian en deuz hon delivret diouc’h ar vesaerien ; oc’hpenn-ze tennet en deuz dour gan-eomp, ha roet en deuz da eva d’hon denved.

20. Ha Raguel da lavarout : Peleac’h ema-hen ? Perag hoc’h eus-hu lezet eno ann den-ze ? It d’he glask, evit ma romp d’ezhan da zibri.

2l. Moïzes a douaz eta e choumse gant-han evit mad. Hag e kemeraz da bried he verc’h Sephora.

22. Hou-ma a c’hanaz d’ezhan eur map. ha Moïzes hen hanvaz Gersam, o lavarout : Tremeniad ounn bet enn eur vro estren. Eur map all en doe anezhi, hag e hanvaz anezhan Eliezer, abalamour, emez-han, Doue va zad, va difennour, en deuz va zennet a dre daouarn Pharaon.