Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
87
LEVR ANN EXOD.


3. N’ho pezo ket a Zoueou estren diraz-oun.

4.Na reot ket evid-oc’h skeudennou kizellet, nag heveledighez ebed euz ann traou a zo enn neac’h ebarz enn env, hag enn traon var ann douar, nag euz ar re a zo enn dour dindan ann douar.

5. Ne adorot ket anezho, ha na reot ket lidou enn ho enor. Me eo ann Aotrou ho Toue, ann Doue kre, oazuz, hag a venj goall-oberiou ann tadou var ar vugale bete ann trede hag ar pevare rumm euz ar re ho deuz kaz ouzin.

6. Hag a ra trugarez a-hed mil rumm d’ar re em c’har, hag a vir va gourc’hemennou.

7. Na ghemerot ket hano ann Aotrou ho Toue ez vean, rak ann Aotrou na gavo ket divlam ann hini en devezo kemeret hano ann Aotrou he Zoue ez vean.

8 Ho pet sonj da zantifia Deiz ar Sabbat[1].

9. Epad c’houec’h devez e labourot, hag e reot ar pez, ho pezo da ober ;

10. Mes d’ar seizved devez ema Sabbat ann Aotrou ho Toue. Ne reot labour ebed enn deiz-se, na c’houi, nag ho map, nag ho merc’h, nag ho mevel, nag ho matez, nag ho jao, nag ann diaveziad a zo o choum enn ho keariou.

11. Rak ann Aotrou en deuz great e c’houec’h devez ann env, ann douar, ar mor ha kement tra a zo enn-ho, hag en deuz ehanet d’ar seizved devez. Dre’n abeg da ze ann Aotrou en deuz bennighet deiz ar Sabbat, ha great anezhan eunn deiz Santel.

12. Enorit ho tad hag ho mamm evit ma vevot

  1. Ar gher Sabbat a zinifi ehan.