Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/88

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
86
LEVR ANN EXOD.

Sant Per, a zo eur veleghiach roeal, da lavarout eo, rouaned ha beleien var eunn dro gant Jezuz-Krist. Rouaned, dre ma’zint galvet da rên gant-han e rouantelez he Dad ; beleien, dre ma en em c’hoestlont bemdez da Zoue gant Jezuz-Krist evel eunn hostif beo, santel, hag agreabl, ha dre ma’z int prest da rei ho buez evit he c’hloar, evel m’ho deuz great ar verzerien.

℣ 9. Bremaik e teuinn d’ho kavout e kreiz tevalded eur oabren, evit ma klevo ar bobl ac’hanoun o komz ouz-hoc’h, ha ma kredint ac’hanoc’h da vikenn. — Ann arvest spountuz-se, e kreiz pehini e felle da Zoue rei he c’hourc’hemennou d’ann dud, a oa evit planta doun he zoujanz enn ho c’halonou, rag doujanz Doue eo penn ar furnez. O velout ann tan, al luc’hed, ar gurun o tont enn he raog, e komprenjent he veurded, he c’halloud, hag he c’hloar. Lavarout a rajent enn-ho ho-unan : Ma na zentomp ket hen hor flastro ; mar sentomp, eo goestl da zigas he bromessaou da vir, ha d’hor c’harga a bep seurt madou. Ar zonjou-ze, eo a felle da Zoue da lakaat doun enn ho sperejou evit ma rajent ar mad. Rak eur gurunen, pe boaniou garo en deuz da rei d’ezho ; ha gant aoun na helfe ket he justis rei ar gurunen, e c’hourdrouz rei ar poaniou garo ; hag e laka dirag ho daoulagad tan, moghed, kurun ha luc’hed, enn eur gher, eunn ifern portrezet.





PENNAD XIX.


Ann dek gourc’hemenn.


1. Hag ann Aotrou a lavaraz ar c’homzou-ma holl.

2. Me eo ann Aotrou ho Toue, me’m euz ho tennet euz a zouar ann Ejipt ; hag euz a di ar sklaverez.