Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
83
LEVR ANN EXOD.


6. Hag e viot evid-oun eur rouantelez a veleien hag eur vroad-tud Santel. Ar c’homzou-ze a leverot da vugale Israël.

7. Moïzes a zeuaz, hag o veza dastumet ar re gosa euz ar bobl, e tanevelaz d’ezho ar c’homzou en devoa gourc’hemennet ann Aotrou d’ezhan lavarout.

8. Hag ar bobl holl a respontaz : Ober a raimp kement tra en deuz lavaret ann Aotrou. Ha pa en doe Moïzes kasset komzou ar bobl d’ann Aotrou,

9. Ann Aotrou a lavaraz d’ezhan : Bremaik e teuinn d’ho kavout e kreiz eur oabren deval, evit ma klevo ar bobl ac’hanoun o komz ouz-hoc’h, ha ma kredo ac’hanoc’h da vikenn. Moïzes a gasaz eta komzou ar bobl d’ann Aotrou.

10. Hag he-ma a lavaraz d’ezhan : It da gavout ar bobl, ha santifiit-hen hirio ha varc’hoaz, ha ra voalc’hint ho dillad.

11. Ha ra vezint prest abenn ann trede deiz ; rak d’ann trede deiz e tiskenno ann Aotrou dirag ar bobl holl var enez Sinaï.

12. Tro var dro d’ar menez e lekeot harzou ouz ar bobl, hag e leverot d’ezhan : Diouallit na bignfac’h var ar menez, ha na douchac’h zoken ouz ann traon anezhan. Piou bennag a doucho ouz ar menez a varvo evit he boan.

13. Dourn ann den na doucho ket out-han, mes lazet e vezo a daoliou mein, pe dreuzet a doliou birr ; pe loen pe zen e vezo, na choumo ket he vuez gant-han. Pa goumanso ann drompill da zoun, ra bignint neuze etrezeg ar menez.

14. Ha Moïzes a ziskennaz divar ar menez da gavout ar bobl, hag e santifiaz anezhan. Ha pa ho doe gouelc’hed ho dillad,