Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/84

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
82
LEVR ANN EXOD.

gant-han, er c’hontroll seul nebeutoc’h eo prederiet gant traou ann douar, seul velloc’h ec’h hell en-em rei da zonjal e traou ann eternite.

Taolit evez c’hoaz var ar c’haliteou a dle da gaout ar re a vezo choazet da c’houarn ar bobl, tud stard ha kalounek a renkont beza, tud leun a zoujanz-Doue, tud eeun ha distak diouc’h ann arc’hant. Pobl Kristen pa hoc’h euz kuzulierien da henvel, pe kannaded, pe tud all da lakaat e karg, chetu oc’h petra oc’h euz da zellout, mar fell d’ehoc’h e ve great mad hoc’h afferiou.





PENNAD XIX.


Menez Sinaï.


1. Enn trede miz goude ma oe deuet Israël er meaz euz ann Ejipt, ann trede deiz euz ar miz, e teujont e gouelec’h Sinaï.

2. Dilec’hiet diouc’h Raphidim, hag arruet e gouelec’h Sinaï, e kampjont el leac’h-se, hag Israël a blantaz eno he deltou rag-enep d’ar menez.

3. Ha Moïzes a bignaz da gavout Doue, rak ann Aotrou a c’halvaz anezhan divar ar menez, hag a lavaraz d’ezhan : Ann traou-ma a leverot da di Jakob, hag ho diskleria a reot da vugale Israël ;

4. Guelet hoc’h euz hoc’h-unan ar pez am euz great d’ann Ejipsianed ; penaoz em euz ho toughet evel ma toug ann er he laboused var he ziouaskel, hag ho kemeret evit ma viot d’in.

5. Mar selaouit eta va mouez ha mar mirit va c’hevredighez, c’houi vezo d’in evel va zra, va bobl choazet etre ann holl boblou ; rak ann douar holl a zo d’in.