Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/80

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
78
LEVR ANN EXOD.


4. Hag eghile Eliezer, rak he dad en doa lavaret : Doue va Zad a zo oc’h va zikour, hag en deuz va dilivret diouc’h kleze Pharaon.

5. Jethro eta, tad-kaer Moïzes, hag he vipien hag he c’hreg a zeuaz da gavou Moïzes er gouelec’h, e peleac’h e oa kampet e kichen menez Doue.

6. Hag e kasaz kannad da Voïzes, o lavarout : Me Jethro ho tad-kaer, a zeu d’ho kavout, hag ho kreg ivez hag ho taou vap gant-hi.

7. Moïzes o veza deuet var arbenn he dad kaer, hen adoraz, a bokaz d’ezhan ; hag en em zaludjont ann eil eghile gant komzou a beoc’h. Ha pa oant eat dindan ann telt,

8. Moïzes a zanevelaz d’he dad-kaer ann holl draou en devoa graet ann Aotrou da Pharaaon ha d’ann Ejipsianed divarbenn Israël ; ann holl labourou ho doa bet da c’houzanv epad ann hent, hag e pe fesoun en doa ann Aotrou ho dilivret.

9. Ha Jethro en em laouennaz var ann holl vad en devoa great ann Aotrou da Israël, dreist holl, dre m’en doa he dennet a dre daouarn ann Ejipsianed.

10. Hag e lavaraz : Benighet ra vezo ann Aotrou en deuz ho tilivret diouc’h dourn ann Ejipsianed, diouc’h dourn Pharaon, hag en deuz tennet he bobl diouc’h sklaverez ann Ejipt.

11. Brema ec’h anavezan eo braz ann Aotrou dreist ann holl zoueou, dre m’en deuz diskaret ar re a oa ken ourgouilluz e kenver he bobl.

12. Ha Jethro, tad kaer Moïzes, a reaz eur zakrifis da Zoue gant loened devet enn he enor ha gant bara ; hag Aaron hag holl henaoured Israël a zeuaz da zibri ar bara gant-han dirak Doue.