Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6
LEVR ANN EXOD.

4. C’hoar ar c’hrouadur en em zalc’he a bell, evit guelout petra a c’hoarvche gant-han.

5. Hoghen d’ar mare-ze, merc’h Pharaon a ziskennaz d’en em velc’hi er ster, hag he matezed a gherze hed ar c’hlaign. Ar brinsez o veza guelet ar baner etouez ann helest, a gasaz unan euz he flac’hed d’he c’herc’had.

6. O veza he digoret, hag o velout enn-hi eur c’hrouadur o lenva, e doe truez out-han, hag e lavaraz : Unan euz a vugale ann Hebreed eo he-ma.

7. Ha c’hoar ar c’hrouadur a lavaraz d’ezhi : Ha c’hoant ho pe ez afenn da glask d’ehoc’h eur vaouez Hebreadez hag a helfe maga ar c’hrouadur bihan ?

8. Ar brinsez a respontaz : Kea. Ar verc’hik a redaz hag a c’halvaz he mamm.

9. Ha merc’h Pharaon a lavaraz d’ezhi : Kemerit, emez-hi, ar c’hrouadur-ma, ha maghit-hen d’in, ha me a roio d’ehoc’h ho pae. Ar vaouez a ghemeraz ar c’hrouadur, her magaz, ha pa oe deuet braz, e roaz anezhan da verc’h Pharaon.

10. Hou-ma her c’hemeraz da vap, hag hen hanvaz Moïzes, o lavarout : Ann hano-ze a roann d’ezhan, dre ma em euz he zaveteet euz ann dour.

11. Enn amzeriou-ze, pa oe deuet Moïzes da zen, ez eaz da gavout he vreudeur ; hag e velaz ho stad reuzeudik, hag eur goaz Ejipsian o skei gant eunn Hebread euz he vreudeur.

12. O veza sellet piz endro d’ezhan, hag o velet ne oa den var al leac’h, e lazaz ann Ejipsian hag her c’huzaz ebarz ann treaz.

13. Antronoz o veza eat adarre var ar meaz, e velaz daou Hebread ha kroz etre-z-ho ; hag e lavaraz d’ann hini a oa ar gaou gant-han : Perag e skoit-tu gant ho nessa ?