Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/79

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
77
LEVR ANN EXOD.

da derri sec’hed ann eneou santel a dostai out-ho e doare vad.

℣ 8. Amelek a gombate ouc’h Israël e Raphidim. — Amelek hag e arme vraz o tont da drouc’ha hent d’ar bobl a Israël, a verk ann droug-spered hag ann holl dud fall euz a bere en em zervich evit herzel ann eneou mad, epad ma kerzont var zu ann env ho guir vro. Josue hag he vrezelerien choazet a verk hon Tad Santel ar Pap hag he veleien, karghet ar re ghenta da vrezelekaat ouc’h enebourien hor zilvidighez. Moïzes, he zaouarn astennet e doare eur groaz, a verk hor Zalver maro evid-omp, hag o kontinui ebarz enn env d’en em gheniga d’he dad evit hor pec’hejou. Mar ehanfe da bedi, e vemp trec’het, mes evel ne êhano ket ec’h hellomp kounta var ar gounit, mar kendalc’homp da vrezelekaat a zoare. Evit trec’hi eta enebourien hor zilvidighez, e renker brezelekaat ha pedi. Hor zalver en deuz hen lavaret he-unan : Beillit ha pedit, evit ne gouezot ket e deiz ann amprou.





PENNAD XVIII.


Jethro a zeu da gavout Moïzes er gouelec’h, hag a ro d’ezhan ann ali da ghemer tud all evit he zikour da c’houarn ar bobl.


1. Jethro, belek Madian ha tad-kaer Moïzes, o veza klevet komz euz ann holl draou en devoa great Doue da Voïzes ha d’ar bobl a Israël, ha penaoz en devoa ann Aotrou tennet Israël euz ann Ejipt,

2. A ghemeraz gant-han Sephora greg Moïzes, a oa bet kasset gant he-ma d’ar ghear.

3. Gant he zaou vap, unan anezho hanvet Gersam, dre ma en doa lavaret he dad : Tremeniad ounn bet enn eur vro estren ;