Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/78

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
76
LEVR ANN EXOD.

zalc’he he zaouarn euz ann daou du. Hag e c’hoarvezaz ne skuizaz ke he zaouarnt tre bete kuz-heol.

13. Ha Josue a lekeaz Amalek e droug-atred[1] hen hag e bobl, ar c’hleze enn ho c’hein.

14. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Skrivit ann dra-ma enn eul leor, evit ma vezo dalc’het koun anezhan, ha roit-hen da glevet da Josue ; rak effaçi a rinn ar zonj euz a Amalek a zindan bolz ann env.

15. Ha Moïzez a zavaz eunn aoter, hag he hanvaz euz ann hano-ma : Ann Aotrou eo va gloar ; rak, emez-han,

16. Dourn ann Aotrou divar he dron, ha brezel ann Aotrou a vezo enep Amalek a rum da rum da vikenn.


————


SKLERIDIGHEZ.


℣ 1. Perag e tentit-hu ann Aotrou ? — Ar bobl a Israël enn amzer-ze a oa eur bobl a dud charnel, da lavarout eo, tud ha n’ho doa ken preder nemet gant ezommou ar c’horf. Ann anaoudeghez vad, ar garantez, ann doujanz evit Doue a oa dibaot a-oalc’h en ho zouez. Burzudou braz ann Aotrou Doue en ho c’henver n’ho grea souezet nemet epad m’ho guelent, ha kerkent ma teue beac’h var-n-ezho euz eunn tu bennag, eleac’h lakaat ho fisianz e Doue, ker mad evit-ho, en em roent d’ann aoun ha d’ar spount, hag en em lakeant da vurmuri enep Moïzes hag ivez enep Doue he-unan. Kement-se a velimp aliez a-oalc’h e doug ann historiou-ma, ha ne vezo ket ret hen rei da velet bep veach. Mes diouallomp hon-unan, ni kristenien, na vemp re henvel ouz ann Israëlited.

Sant-Paol a vel e Mean Horel eur skeuden euz a Jezuz-Krist, guir vean burzuduz skoet evit doura hon eneou. Anezhan e tiredaz dour ha goad, danvez ar zakramanchou ; ar seiz

feunteun-ze a c’hrasou pere a vezo bepred oc’h hent he iliz,

  1. Droug-atred : E gallek : Déroute.