Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/77

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
75
LEVR ANN EXOD.

lakaat da vervel gant ar zec’hed, ni, hag hor bugale, hag hor chatal ?

4. Ha Moïzes a griaz varzu ann Aotrou, o lavarout : Petra a rinn-me d’ar bobl-man ? Eunn nebeut c’hoaz, hag e vezinn labezet gant-han.

5. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzez : Kerzit araog ar bobl ha kemerit gan-ehoc’h eur re benag euz henaoured Israël[1], ha dalc’hit enn ho tourn ar voalen gant pehini oc’h euz skoet var ar ster, hag it.

6. Me en em zalc’ho eno dira-z-hoc’h var mean Horeb ; skei a reot var ar mean, hag e teui dour anezhan, evit ma evo ar bobl. Moïzes a reaz evelse dirag henaoured Israël.

7. Hag e hanvaz al leac’h-se tentasion, dre’n abek da grosvol bugale Israël, ha dre ma ho doe tentet ann Aotrou, o lavarout : Ha beza ema ann Aotrou enn hor c’hreiz, pe n’ema ket ?

8. Hoghen, Amalek a zeuaz, hag e kombate ouc’h Israël e Raphidim.

9. Ha Moïzes a lavaraz da Jozue : Choazit brezelerien, hag it er meaz da vrezelekaat ouc’h Amalek ; varc’hoaz me vezo var lein ar grec’hen, ha goalen Doue gan-en em dourn.

10. Josue a reaz evel m’en doa lavaret Moïzes, hag e kombataz enep Amalek. Hoghen Moïzes, Aaron ha Hur a bignaz var lein ar grec’hen.

11. Ha pa zave Moïzes he zaouarn, Israël a c’houneze, mes pa ho izelea ann distera tra, Amalek a drec’he.

12. Hoghen daouarn Moïzes a zeue da skuiza ; kemer a rejont eta eur mean hag hen lekejont dindan-han,

hag ec’h azezaz var-n-han ; hag Aaron hag Hur a

  1. Henaoured : Ar re gosa, ann ezac’h veur.