Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
74
LEVR ANN EXOD.

Vann, n’en divije ket muioc’h evit eunn all pa vije muzulet ; Jezuz-Krist a zo dindan pep hini euz ar spesou, hag holl dindan pep darn euz ar memes spesou. — Ar Mann a oa evit ann Israëlited hep ken, ha ne oe roet d’ezho nemet goude ho dilivranz euz ann Ejipt, hag ar mor ruz treuzet. Ar gommunion a zo evit ar gristenien hep ken, ha ne dleont he c’hemerout nemet gant eur galoun neat a bep pec’hed marvel, ha gant bolontez kre da drec’hi ho zechou fall, ha tentationou ann drouk spered. — Ar Mann en doa pep seurt blaz mad, hag a zalc’he leac’h ar boedou all. Ar gommunion a ro pep seurt grasou : Kreat a ra ar re a zo gouan, konforti a ra ar re c’hlac’haret, skleraat a ra ar spered, ha tomma a ra ar galoun : — Ar Mann a badaz keit ha ma oa ann Israëlited e beach, hag a ehanaz pa oent arruet enn Douar prometet. Ar gommunion a bado bete fin ar hed, ha na vanko ket d’eomp, keit na vezimp eat d’ar Baradoz, e pelec’h e vezimp unanet gant Doue evit bikenn.





PENNAD XVII.


Mean Horeb. — Brezel gant ann Amalecited.


1. Holl bobl bugale Israel a guitaaz eta gouelec’h Sin, ha goude beza great meur a ehan, diouc’h ma c’hourc’hemenne ann Aotrou, e kamjont e Raphidim, e peleac’h ne oa ket a zour da eva evit ar bobl.

2. Pehini en em ghemeraz ouc’h Moïzes, hag a lavaraz : Roit dour d’eomp evit ma evimp. Moïzes a respontaz d’ezho : Perag en em ghemerit-hu ouz-in-me ? perag e tentit-hu ann Aotrou ?

3. Sec’hed en doe eta ar bobl eno gant dienez a zour, hag e krosmolaz enep Moïzes, o lavarout : Perag hoc’h eus-hu great d’eomp dont er meaz euz ann Ejipt, evit hol