Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/75

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
73
LEVR ANN EXOD.

mann naturel, ken nebeut ha na vevfent gant reo-guenn, rak n’en deuz blaz ebet anezhan he-unan ; hag hini ann Israelited a oa blazet mad dioc’h-tu. Oc’hpenn-ze, ar mann-ma o veza eur skeuden gaer euz a zakramant ann Aoter, Doue a roaz d’ezhan kals a galiteou ha n’ho deuz ket ar boedou all. Levr ar Furnez a gomz evel-henn anezhan : (16. 20) « Gant boed ann Elez, o va Doue, oc’h euz maghet ho pobl enn amzer-ze, hag hoc’h euz lekeat diraz-ho, bara euz ann env hep labour ebed, o kaout enn-han kement dudi a zo, ha kement blaz a ra vad d’ar ghenou. Ar boed-ze d’ehoc’h a ziskoueze ann douster hoc’h euz evit ho pugale ; hag oc’h ober diouc’h bolontez peb-unan, e chenche blaz diouc’h ma kare ann hini hen debre. »

Mes sant Aogustin a gred penaoz ne oa nemet ann Israelited vad a ghement a gave ar blazou-ze gant ar Mann ; ann Israelited charnel n’her c’havent ket ; anez, n’ho divije ket krozet enn he enep evel ma rejont divezatoc’h.

Ar roue David enn he psalmou a c’halv ar Mann, bara ann env, bara ann elez ; mes Jezuz-Krist a zesk d’eomp ne oa nag ann eil nag eghile nemet dre figur. « E guirionez, emez-han d’ar Juzevien, Moïzes n’en deuz ket roet d’ehoc’h bara euz ann env, mes va Zad a ro d’ehoc’h guir vara euz ann env. Rak bara Doue eo ann hini a zo diskennet euz ann env, hag a ro ar vuez d’ar bed… ha me eo ar bara a vuez. » (St-Iann 6. 33.)

Ar Mann a oa eta skeuden ar gommunion gristen, ha kement tra a verk ar skritur divar he benn, a verk doareou ann ene evit sakramanti, hag ar grasou a ro Doue d’eomp ebarz ar gommunion. Ar mann a zeue euz ann env, Jezuz-Krist a ziskenn euz ann env var ann Aoter. — Ar Mann a goueze bep mintin, ha peb-unan a ranke mont d’hen dastum, hag ar re lezirek ne gavent netra. Ar gommunion a zo evit ann dud kre ha prim da ober bolontez Doue ; ma na dle ket ann den lezirek dibri bara ar c’horf, hervez Sant Paol, nebeutoc’h e tle kemerout bara ann ene. — Ann hini a zastume eleiz a