Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
72
LEVR ANN EXOD.


35. Hoghen bugale Israël a zebraz ar mann epad daou-ughent vloaz, ken na zigouezjont er vro ma tlient choum enn-hi ; gant ar boed-se e oent maghet, ken na douchjont ouc’h douar kenta Kanaan.

36. Hoghen ar gomor a zo ann dekved darn euz ann ephi.


————


SKLERIDIGHEZ.


℣ 2. Bugale Israël a grosmolaz, etc. — Ann israëlited ho devoa en em vaghet epad eur miz gant ar boed ho devoa digaset gant-ho euz ann Ejipt. Mes pa veljont e oa ho fourvizion o vont da vankout, en em lekejont, evel ho c’hustum, da vurmuri enep Moïzes, hag eunn dra bennag ivez enep Doue. Daou vurzud, eme Voïzes d’ezho, a rai Doue enn ho kenver ; rak klevet en deuz ho krosmolou. Hoghen ne ket abalamour ma ho devoa murmuret, eo en deuz Doue soursi anezho ; mes abalamour ne fell ket d’ezhan ho defe leac’h d’en em glemm anezhan. He vadelez a roio d’ezho peadra da zibri, mes he justis a gavo ivez tu da gastiza ho murmuriou.

℣ 8. Ann Aotrou a rai d’ehoc’h d’ann abardaez kik da zibri ha da vintin bara ho koualc’h: — Guelloc’h am euz kavet trei evelse komzou ar Skritur, eghet lakaat evel ma ra kalz : Enn abardaez-ma, — ha varc’hoaz vintin : Rak komzou ar Skritur : Dabit vobis Dominus vespere carnes edere, et manè panes in saturitatem, a hell merka eunn dra bennag kuzet, ha ne ket disrevelet c’hoaz.

℣ 15. Manhu ! petra eo ann dra-ma ? — Ar boed burzuduz-se gant pehini e vagaz Doue he bobl epad daou-ughent vloaz, a oa dishenvel meurbed ouc’h ar mann naturel pehini a gaver e broïou a zo, ha na zervich da netra nemet da ober eur remed bennag. Ann dud na helfent ket beva gant ar