Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
71
LEVR ANN EXOD.


25. Ha Moïzes a lavaraz d’ezho : Debrit-hen hirio, rak sabbat ann Aotrou a zo ; ne vezo ket hirio var ar meaz.

26. Dastumit epad c’houec’h devez ; mes d’ar seizved devez ema Sabbat ann Aotrou ; dre-ze ne vezo ket kavet.

27. Hag e teuaz ar seizved devez, hag hiniennou euz ar bobl a ieaz er meaz evit dastum, ha ne gavjont ket.

28. Hag ann Aotrou a lavaraz da Moïzes : Bete p’eur e fell d’ehoc’h-hu choum hep mirout va c’hourc’hemennou, ha va lezen ?

29. Guelit en deuz ann Aotrou roet d’ehoc’h ar Sabbat, hag evit-se e ro d’ehoc’h d’ar c’houec’hved devez daou c’hement a voed. Ra choumo peb-unan enn he di, ra n’ez ai den er meaz euz he delt d’ar seizved devez.

30. Hag ar bobl a viraz ar Sabbat d’ar seizved devez.

31. Ha bugale Israël a hanvaz ar boed-se Mann : Henvel a oa ouc’h had koriandren, guenn a oa, hag he vlaz a oa evel hini flour-guiniz mesket gant mél.

32. Hoghen Moïzes a lavaraz : Chetu ama ar gourc’hemenn en deuz great ann Aotrou : Karghit eur gomor euz anezhan, ha ra vezo miret evit ann dud a dle dont var ho lerc’h ; evit ma anavezint ar bara gant pehini em euz ho maghet, pa oc’h bet tennet euz a zouar ann Ejipt.

33. Ha Moïzes a lavaraz da Aaron : Kemerit eul lestr, ha taolit mann enn-han, kement ha ma hell derc’hel eur gomor ; ha lakit-hen dirag ann Aotrou, evit beza miret enn ho touez a rum da rum.

34. Hervez ma en deuz ann Aotrou gourc’hemennet da Voïzes. Hag Aaron hen lakeaz enn tabernakl (pa oe great), evit beza miret.