Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
70
LEVR ANN EXOD.

diouc’h ann niver tud hoc’h euz o choum enn teltou e tastumot.

17. Ha bugale Israël a reaz evelse ; hag e tastumjont unan muioc’h, eunn-all nebeutoc’h.

18. Hag e muzuljont diouc’h ar gomor[1] ; hag ann hini en doa dastumet muioc’h n’en doe ket brasoc’h loden, hag ann hini en doa kemeret nebeutoc’h, ne gavaz ket bihanoc’h loden ; mes dastumet ho devoa diouc’h ma helle peb unan dibri.

19. Ha Moïzes a lavaraz d’ezho : Arabad eo da zen mirout tamm ebed anezhan evit antronoz vintin.

20. Mes ne zentjont ket out-han, hag hiniennou anezho a viraz lod evit antronoz-vintin ; hag e savaz prenved enn-han, hag e vreinaz ; ha Moïzes a fachaz out-ho.

21. Dastum a reant eta da vintin peb-unan kement ha ma helle da zibri ; ha pa vije deuet ann heol kre, ann nemorant a deuze.

22. Mes d’ar c’houec’hved devez e tastumjont ann hanter muioc’h a voed, da lavarout eo, daou c’homorad dre bep den. Holl brinsed ar bobl a zeuaz hag hen danevellaz da Voïzes.

23. Hag hen a lavaraz d’ezho : Ann dra-ze eo en deuz lavaret ann Aotrou : Ehan ar Sabbat a zo konsakret da Zoue, ha varc’hoaz ema. Ar pez a zo da ober, grit-hen ; ar pez a zo da boaza, poazit-hen ; hag a pez a choumo enn ho tilec’h, mirit-hen evit varc’hoaz-vintin.

24. Hag e rejont evel ma en doa gourc’hemennet Moïzes, hag ar mann na vreinaz ket, ha ne oe kavet

prenv ebed enn-han.

  1. Tri fintad, pe tri chopinad ; ar pez a boëze var dro pevar liour, pe daou ghilogramm.