Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
69
LEVR ANN EXOD.

petra omp-ni, evit ma krumussac’h enn hon enep ?

8. Ha Moïzes a lavaraz : Ann Aotrou a rai d’ehoc’h d’ann abardaez kik da zibri ha da vintin bara ho koualc’h ; dre ma en deuz klevet ar c’hrosmolou oc’h euz great enn he enep. Rak ni, petra omp-ni ? Ne ket enn hon enep-ni eo e sav ho krosmol, mes eneb ann Aotrou.

9. Moïzes a lavaraz ivez da Aaron : Livirit da holl bobl bugale Israël : Tostaït dirag ann Aotrou ; rak klevet en deuz ho krosmol.

10. Hag epad ma komze Aaron ouz holl bobl bugale Israël, e seljont etrezeg ar gouelec’h ; ha chetu gloar ann Aotrou en em ziskouezaz ebarz er goumoulen.

11. Hoghen ann Aotrou a gomzaz ouc’h Moïzes, o lavarout :

12. Klevet am euz krozmolou bugale Israël : Livirit d’ezho : D’ann abardaez e tebrot kik, ha da vintin ho pezo bara ho koualc’h ; hag e ouiot ez ounn ann Aotrou ho Toue.

13. Ann abardaez a zeuaz eta, hag ar c’hoailled a zavaz hag a c’holoaz ar c’hamp ; da vintin ivez e kouezaz ar gliz tro-var-dro d’ar c’hamp.

14. Ha pa en devoa goloet gorre ann douar, e oe guelet ebarz er gouelec’h greun bihan, hag evel bruzunet enn neo-bil, henvel ouc’h reo-guenn var ann douar.

15. Bugale Israël o veza guelet ann dra-ze, a lavaraz ann eil d’eghile : Manhu ? Ar pez a zinifi : Petra eo ann dra-ma ? Rak ne ouient ket petra oa. Moïzes a lavaraz d’ezho : He-ma eo ar bara en deuz roet Doue d’ehoc’h da zibri.

16. Ha chetu ama ar gourc’hemenn en deuz roet : Ra zastumo peb unan euz anezhan kement ha ma renk da gaout evit dibri he oualc’h : Eur gomorad dre zen ;